Mont d’an endalc’had

Chapuis Armes

Eus Wikipedia

Chapuis Armes zo un embregerezh armoù-tan hiniennel gall staliet e Saint-Bonnet-le-Château (Sant Bonet dau Chastèl en okitaneg), e departamant al Loire. Produiñ a ra armoù-skoaz evit ar chase ha revolverioù. Perzh eo eus ar strollad Beretta Holding abaoe 2019.

E 1885 e voe votet al lezenn Farcy a frankize ar sevel hag ar c'henwerzh armoù-tan e Frañs. Armeurioù Saint-Étienne a gustume prenañ pezhioù armoù graet gant tud er c'humunioù tro-dro a rae al labour-mañ ouzhpenn d'al labour-douar. E 1935 e krogas Jean-Louis Chapuis, un tavarnour deus Saint-Bonnet, da sevel gwinterezioù fuzuilhoù.[1]

E-pad an Eil Brezel-bed e voe rekizisionet armeurerien bro Saint-Étienne da labourat er MAS. Eno e teskas Jean-Louis Chapuis teknikoù all evit sevel holl bezhioù un arm. Goude ar brezel e c'halle montañ e-unan fuzuilhoù a-bezh. Adalek 1951 e savas e fuzuilhoù dezhañ, ha gant sikour e vibien Paul ha René e krogas da werzhañ anezho hep tremen dre armeurerien vras Saint-Étienne, dindan an anv Chapuis Établissements.

Tamm-ha-tamm e kreskas an embregerezh en ur adprenañ embregerezhioù all etre 1958 ha 1980, met freuzstal a reas e 1983. An daou vab Chapuis a adsavas embregerezhioù armoù all : René a grouas e 1985 an embregerezh Chapuis Armes e-lec'h ma laboure 19 den. E 1991 e tilojjont d'un uzin vodern 3000 m2 nevez-savet e Saint-Bonnet, nebell diouzh Saint-Étienne. Eno e produjont fuzuilhoù-chase.[1]

E 1998 e prenas Chapuis an embregerezh Manurhin, a brodue da skouer ar revolverioù MR 73, armoù-dorn standart an archerien e Frañs er betek 1989. Kaset e voe ar mekanikoù deus Mülhausen evit kenderc'hel da broduiñ armoù ar merk elzasian ha pezhioù-cheñch evit ar polis betek e vije erlec'hiet an MR73 gant ar bistolenn SIG-Sauer SP2022 e 2002.

E 2019 e voe adprenet ar braz eus kapital Chapuis gant ar strollad Beretta Holding.[2] Produiñ a ra an embregerezh fuzuilhoù ha karabinennoù-chase a rummad etre hag uhel, ha revolverioù a rummad uhel. Tro 50 den labour eviti. He c'hengreadur a oa eus 5.107.100 € e 2002.[3]

An armoù-mañ a zo kinniget war gatalog an embregerezh hiziv an deiz[4] :

Ur Manurhin MR 73 implijet gant ar GIGN gall.

Revolverioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karabinennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • rummad Rols
Ur fuzuilh Chapuis Progress kalibr 12.

Fuzuilhoù chase

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Super Orion
  • C5 - C10
  • C15
  • C25
  • C30 – C35
  • C40
  • C60
  • S12
  • X4
  • UGEX
  • RGEX
  • REX
  • UGP
  • RGP
  • RP
  • C115
  • C125
  • C135
  • C140
  • Royal
  • C240
  • Prestige
  1. 1,0 ha1,1 (fr) DEPELCHIN Gaston, Chapuis et Manurhin, entre tradition et modernité, Action n°412, Gouere/Eost 2023, p.60-65
  2. (fr) CHEVAL Jacques, Beretta rachète Chapuis Armes, 04/03/2019, war www.chassepassion.net
  3. (fr) Chapuis Armes war al lec'hienn www.societe.com (lennet d'an 11/01/2024)
  4. (fr) Documentation war lec'hienn an embregerezh Chapuis-armes.com (lennet d'an 11/01/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan