Manurhin MR 73
| Manurhin MR 73 | |
|---|---|
Ur Manurhin MR 73 implijet gant ar GIGN., dezhañ ur c'hanol 51/4 | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Revolver un ober / daou ober (SA/DA) |
| Munisionoù | .357 Magnum / .38 Special 9 mm Parabellum .357 Magnum Mega Match Adstummoù evit ar sportoù tennañ .32 S&W Long .22 Long Rifle |
| Produer | Manurhin (da gentañ) Chapuis Armes (abaoe 1998) |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas (hep kartouchenn) | Etre 1,07 kg hag 1,19 kg hervez an adstumm |
| Hirder | 195 mm da 234 mm |
| Hirder ar c'hanol | 64 mm da 203 mm (2"1/2 da 8") |
| Endalc'h | Taboulin 6 kartouchenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Manurhin MR 73 zo ur revolver un-ober ha daou-ober produet adalek 1973, da gentañ gant an embregerezh gall Manurhin e Mìlhüsa. Savet e oa bet gant Gilbert Maillard, ijinour e Manurhin, evit respont da c'houlenn polis hag Archeriezh vroadel Frañs evit o nerzhioù ispisial (BRI ha GIGN da gentañ). Produet e vez gant an embregerezh Chapuis Armes abaoe 1998 [1].
Tost-tre eo gwikefre ha stumm an arm-mañ ouzh reoù ar Smith & Wesson Model 19. Brudet eo an MR 73 evit bezañ solut, resis ha fiziapl. Hervez dielloù an Archeriezh vroadel e voe tennet ouzhpenn 150.000 kartouchenn e skouerennoù zo eus revolverioù MR 73 ar GIGN : ar pezh nemetañ a voe ret cheñch e voe biñs an dornikell. Implijet e veze kartouchennoù .38 Special enne e plas ar re .357 Magnum evit esperniañ arc'hant hag evit izelaat ar riskl gwallzarvoudoù : abalamour ma oa kreñvoc'h galloud-toullañ an .357 Magnum e oa bet gloazet pe lazhet tud gant boledoù o doa treuzet an dud vizet da gentañ gant ar polis.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet an MR 73 gant servijoù gall evel ar polis broadel, an Archeriezh Vroadel hag an ONCFS (bremañ Office Français de la Biodiversité). Kemeret eo bet e blas gant ar pistolennoù Beretta 92G (PAMAS) pe Glock 17 kambret e 9 × 19 mm Parabellum. Implijet e vez c'hoazh gant an Nerzhioù Ispisial peogwir ne skoilh ket hag e c'hall tennañ munisionoù galloudus en ur mod resis. Roet ez eus bet skouerennoù eus an MR 73 d'ar polis-kêr e lec'hioù 'zo adalek 2014.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Défense : kanol 2,5 da 5,25 meutad, kouch difiñv
- Sport : kanol 3 da 10,75 meutad, bizerez a c'haller reoliñ
- Gendarmerie : adstumm an hini Sport gant ur vizerez war-zinaou
- MR 32 Match, adstumm evit ar c'henstrivadegoù sportoù tennañ kambret e .32 S&W Long, dezhañ ur c'hanol 5¼, ur vizerez hiroc'h hag un daboulin verroc'h. Un-ober hepken eo e blatinenn. Savet eo bet adalek 1973 a-drugarez da genlabour Manurhin gant un nebeud kampioned tennañ gall[2]. Adstummoù MR38 Match (e .38 Special) hag MR 22 Match (e .22 Long Rifle, kinniget e 1985, war-dro 500 skouerenn produet hepken[3]) a gaver ivez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) BASTIÉ Jean-Pierre, CASANOVA Daniel, Les pistolets Manurhin : pistolets automatiques, revolvers et fusils d'assaut, Crépin-Leblond, 2015, 168 p., ISBN 9782703004035
- (fr) CARANTA R., Pistolets & Revolvers d'aujourd'hui, 5 levrenn, Crépin-Leblond, 1998-2009
- (fr) COURTOIS Jean-Louis, Le MR 73 à l'épreuve des réceptions administratives, Cibles, no 610, miz Ebrel 2021, pp. 56-61 (ISSN 0009-6679)
- (fr) DOUGHERTY Martin J., Armes à feu, Elcy Éditions, 304 p., ISBN 9782753205215
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Pajenn ofisiel ar Manurhin war lec'hienn Chapuis Armes
- (fr) Pajenn ar Manurhin MR-73 war lec'hienn nann-ofisiel gign.org
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) « Manurhin », war lec'hienn Chapuis (lennet d'an 28/12/2023)
- ↑ (fr) CARMONA Valéry, Le tir sportif aux armes de poing, Jacques Grancher Éditeur, 1983, pp. 190-192
- ↑ (fr) CADOUX Laurent, Le Manurhin MR 22 Match : inutile donc indispensable ?, Cibles n°659, miz Mae 2025, pp. 64-69