Gatling (mindrailherez)
Ar vindrailherez Gatling, Gatling gun e saozneg, a zo marteze ar vindrailherez koshañ ha brudetañ er bed. Diaz an holl vindrailherezioù a-vremañ eo. Ijinet e oa bet gant Richard Jordan Gatling e 1861[1] , ha brudet e voe dre e implij gant lu an Unaniezh e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika e fin an 19vet kantved. Ar wech kentañ e voe da welet un implij eus ar mindrailherezioù en emgann. Ur wech echuet ar brezel hag en desped d'ar perzhioù-fall e voe implijet e meur a meur a brezel pe emgannoù. Implijet e voe e-pad Brezel ar Boshin, ar Brezel Saoz-Zoulou, pe c'hoazh argadenn ar menez San Juan e-pad ar Brezel Spagnol-Amerikan.
Implijet e oa bet ivez gant bezenoù ha gwardoù broadel SUA (National Guard) e-pad lod eus stourmoù ar Great Railroad Strike e 1877, dreist-holl e Pittsburgh, Pennsylvania.