Mont d’an endalc’had

National Guard of the United States

Eus Wikipedia
National Guard of the United States
bezen, unvez milourel
Rann eusorganized militia Kemmañ
Deiziad krouiñ1903 Kemmañ
StadStadoù-Unanet Kemmañ
Lec'htiriad ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Erlec'hiañ a raUnited States Volunteers Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.nationalguard.mil Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùTitle 10 of the United States Code Kemmañ

An National Guard of the United States, o vezañ ul lod eus adarmead an United States Armed Forces, a zo un nerzh soudarded da c'hortoz, savet gant izili soudarded an National Guard pe bagadoù savet gant pep Stad ha tiriadoù Guam, Virgin Islands, ha Puerto Rico, kement ha Distrig Columbia. Hollad an nerzhioù a vez savet gant 54 aozadur disheñvel hag emren. Holl izili ar gwarded broadel a vez ezel da bezen ar Stadoù-Unanet Amerika dre al lezen 10 U.S.C. § 311. Unvezhioù ar gwarded broadel a zo kement dindan urzhioù o Stad a orin hag hini ar gouarnamant kevredadel.

Darn soudarded ha nijerien ar Gwarded Broadel o deus ul labour leun amzer trevour ha na servijont nemet ul lod eus o amzer el lu. An izili-se hanter-amzer pe nebeutoc'h c'hoazh a vez ouzhpennet dezho ofiserien leun-amzer a adkaver e-touez soudarded an Active Guard & Reserve (AGR) kement en troadegiezh d'ar Gwarded Broadel (Army National Guard) ha d'an aerlu (Air National Guard), ul lod evit ar c'hempenn ha dafariñ (Army Reserve Technicians) evit an troadegiezh hag en Air Reserve Technicians (ART) evit an nijerien.

20vet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sañset e oa ar Gwarded Broadel da vezañ nerzhioù gant ar pal difenn da gentañ holl douaroù Stadoù-Unanet Amerika. E-fin an 20vet kantved e oa kemmet an traoù rak e 2005, izili ar Gwarded broadel hag an adarmeadoù a oa ul lod bras anezho ouzh ar stourm en Irak pe Afhganistan (tro 43 % en Irak ha 55 % en Afghanistan). Bez e oa muioc'h evit 183 366 ezel d'ar Gwarded broadel ha d'an adarmeadoù er servij stourm dre ar bed hervez stadegoù an U.S. Defense Department. E 2011, an Army Chief of Staff jeneral. George W. Casey, Jr. a zisklêrias "Pep brigadenn d'ar Gwarded (broadel) a oa bet kaset d'ar stourm en Irak pe Afghanistan, muioc'h evit 300 000 Gwarded o deus bet kemeret perzh er brezel-se".

Soudard T. P. Loughlin eus an 69th Regiment, New York National Guard, o pokañ e familh a-raok mont en Europa (1917)
346 Gward broadel eus Florida kaset da harpañ an archerien e-pad kadoridigezh Donald Trump d'an 21 a viz C'hwevrer 2017