Mont d’an endalc’had

Inizi Gwerc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Virgin Islands)

An Inizi Gwerc'h (pe Virgin Islands e saozneg) a zo inizi er Mor Karib, etre an Antilhez Bihanañ hag an Antilhez Brasañ.

Kartenn eus an Inizi Gwerc'h
Gwel war an inizi.

Ur c'hant enezenn bennak zo anezho, kerreg hag enezennoùigoù, 600 km² en holl. En hanternoz dezho emañ ar Meurvor Atlantel hag er c'hreisteiz ar Mor Karib, adalek Puerto Rico betek foz Anegada.

Teir lodenn zo anezho:

Dollar SUA eo ar moneiz en holl anezho.

Dizoloet e voent gant Kristof Kolomb en 1493 hag anvet Santa Ursula y las Once Mil Vírgenes (berraet en Las Vírgenes), abalamour ma c'hoarvezas kement-se da zeiz santez Ursula, da lavarout eo Santez Ursula hag an Unnek Mil Gwerc'hez (hag ar Gwerc'hezed dre verrdro). Splann eo eta : n'eo ket an inizi a zo gwerc'h, met ar plac'hed. Da neuze e tlefent bezañ anvet Inizi ar Gwerc'hezed. Anat eo e teu ar fazi eus an droidigezh diwar an anv gallek.