Kaozeal:Inizi Gwerc'h
Neuz
Adskrivet diwar Kaozeal:Inizi Gwerc'h Breizhveurat : Kaoz zo eus Inizi Gwerc'h. An inizi n'int ket gwerc'h. Inizi ar Werc'hez int, hervez an orin. Bianchi-Bihan 15 C'hwe 2011 da 18:48 (UTC)
- Moarvat emañ ar wirionez gant Bianchi-Bihan evit orin an anv, hag e yezhoù zo (de:Jungferninseln, eo:Virgulininsuloj, nl:Maagdeneilanden) e kaver un anv evel "Inizi ar Werc'hez". Met e meur a yezh all e kaver un anvadur heñvel ouzh Inizi Gwerc'h (es:Islas Vírgenes, fr:Îles Vierges) hag en implij emañ ar stumm Inizi Gwerc'h bremañ en hon holloueziadur : pennad krouet gant Bianchi-Bihan ha den ebet n'en deus kavet abeg abaoe. Ha petra a vefe graet neuze eus an inizi breizhveurat pe an inizi spagnol ? --Llydawr 21 C'hwe 2011 da 17:53 (UTC)
- Ne vije ket ar wech kentañ d'un troer faziañ. Torr-penn e vez pa vez lakaet ar fazi da reolenn. Un dra vat er wikipedia eo gallout abegiñ dibaboù graet re vuan, amañ pe e lec'h all. N'eo ket evit se eo ret hastañ kemmañ: kemer amzer d'en em soñjal eo ar gwellañ. Ma ne gav den abeg , gant 36 000 pennad, n'eo ket ret groñs kompren eo disi ar wikipedia, a ouzomp holl, met peogwir ne ra forzh an nebeudig a vrezhonegerein a lenn brezhoneg gant pezh a vez graet gant un dornad tud dre amañ. Bianchi-Bihan 21 C'hwe 2011 da 19:07 (UTC)
Demat deoc'h, Sed amañ kentañ frazenn ar pennad : "An Inizi Gwerc'h (pe Virgin Islands e saozneg) a zo inizi er Mor Karib, etre an Antilhez Bihanañ hag an Antilhez Brasañ." Daoust hag-eñ ne vije ket mat he c'hemm pe he resisaat dre m'emañ an Inizi Gwerc'h en Antilhez Bihanañ ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Meu 2015 da 10:49 (UTC)