Mont d’an endalc’had

M134 Minigun

Eus Wikipedia
M134 Minigun
Dillon Aero M134D


Ur vindrailherez M134 savet war vourzh ur viñsaskell Sikorsky HH-60G
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Mindrailherez 6 kanol doare Gatling tredanaet
Munision 7,62 × 51 mm NATO
Produerien General Electric
Dillon Aero
Garwood Industries
Profense
Mare produiñ Abaoe 1962
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 39 kg
Hirder 801,6 mm
Hirder ar c'hanol 558,8 mm

Hed-tenn d'ar muiañ 1.000 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 853 m/s
Lusk-tennañ Etre 2.000 ha 6.000 tenn/mn
Endalc'h Gourizoù, etre 500 ha 5.000 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An M134 "Minigun" hervez hec'h anv en arme stadunanat zo ur vindrailherez c'hwec'h kanol hedro kambret e 7,62 × 51 mm NATO, savet gant an embregerezh stadunanat General Electric e 1960 ha gwellaet gant Dillon Aero er bloavezhioù 1990.

Ur mindrailher eus an U.S. Air Force o tennañ gant un M134 Minigun adal ur viñsaskell Sikorsky S-61R e-pad Brezel Vietnam

Istor ha deskrivadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur stumm kemmet eus an M61 Vulcan savet gant General Electric eo. Gellout a ra tennañ prim etre 2000 ha 6000 boled bep munutenn, hag e c'hall en ober e-pad pell. Implijout a ra 6 kanol hedro doare Gatling kaset gant ur motor tredan. Savet e oa bet evit gellet tennañ war enebourien kuzhet er janglenn[1]. Servijout a reas kalz e brezel Vietnam. Implijet e vez c'hoazh hiziv-an-deiz.

Ar ger Mini, en hec'h anv, a zeu eus he c'halibr bihan e-keñver ar mindrailherezioù doare Gatling all, da skouer ar munisionoù 20 mm implijet en M61 Vulcan. Ar ger gun zo deuet diwar implij kartouchennoù e-lec'h an obuzennoù bihan implijet gant ar c'hanolioù emgefreek.

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 270
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan