Mont d’an endalc’had

.45-70

Eus Wikipedia
.45-70
Skeudenn ar pennad .45-70

A gleiz da zehou : kartouchennoù .30-06 Springfield, .45-70 ha .50-90 Sharps
Doare
Kalibr .44
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Blovaezh krouidigezh 1872
Mare implij Abaoe 1873
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ e-kreiz
Muzulioù
Ø bannadell 11,6 mm
Ø kolier 12,2 mm
Ø korf an douilhez 12,8 mm
Ø strad 15,4 mm
Tevder ar strad 1,8 mm
Hirder an douilhez 53,5 mm
Hirder ar gartouchenn 64,8 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell Stumm orin implijet e arme SUA
405 greunenn (26,24 g)
Stummoù implijet e arme SUA e 1887
Fuzuilh : 500 greunenn (32,40 g)
Karabinenn : 405 greunenn (26,24 g)
Stummoù all
300 greunenn (19,44 g)
Tizh o vont e-maez V0 Etre 350 ha 693 m/s
Energiezh ar vannadell Etre 1.612 ha 4.676 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar .45-70 Winchester, anvet ivez .45-70 Government, .45 Springfield, pe .45 Trap Door, a zo ur gartouchenn armoù-skoaz ijinet er Stadoù-Unanet e 1872. Hec'h anv kentañ e oa .45-70-405, abalamour d'he c'halibr (.45), d'he c'hargad poultr du (70 greunenn) ha da bouez he boled (405 greunenn). Er bloavezhioù 1880 e voe implijet gant arme ar Stadoù-Unanet stummoù .45-70-500 evit ar fuzuilhoù[1], dezhe bannadelloù ponneroc'h, merket R. Ar gartouchenn implijet er c'harabinennoù, merket C, a chomas heñvel pouez he boled. Gellet a rae bezañ e zouilhez e kouevr pe e laton[2].

Arme ar Stadoù-Unanet a implijas ar .45-70 adalek 1873 e fuzuilhoù evel ar Springfield M1873 pe ar Sharps. Kemeret e voe he flas en arme gant ar c'hartouchennoù .30-40 Krag, enne poultr divoged, e 1892. E dibenn an XIXvet kantved e chomas memestra poblek ar .45-70 evit ar chase e Norzhamerika, hag azasaet e voe evit ar poultr divoged ivez. Koll a reas tachenn adalek ar bloavezhioù 1930, met adalek kard diwezhañ an XXvet kantved e voe savet a-nevez armoù kambret e .45-70, ma vijent kopiennoù armoù kozh evel ar Rolling Block pe ar Winchester 1886, pe armoù nevesoc'h evel ar Marlin 336. Diouzh ar c'hiz eo deuet ar c'halibr en-dro, ha muioc'h a armoù kambret evitañ a gaver hiziv-an-deiz evit er bloavezhioù 1880[1].

Armoù bet kambret e .45-70[2]

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 ha1,1 (en) HAWKS Chuck, The Good Old .45-70 Government (lennet d'ar 04/10/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (fr) .45-70 war Arme et Passion (lennet d'ar 04/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan