Mont d’an endalc’had

Bouc'hal

Eus Wikipedia
bouc'hal
Iskevrennad eushand tool, separation device, artificial physical object Kemmañ
Anvdigka Kemmañ
Implijet gantlumberjack, Kalvez Kemmañ
Kod MCN8201.40.00 Kemmañ
Arouezenn Unicode🪓 Kemmañ
Ur vouc'hal vaen
Ur vouc'hal bremañ
Paotr e vouc'hal
Livadur gant Paul Gauguin (1891)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ur vouc'hal zo ur benveg dezhañ ul lavnenn vetal (dir peurliesañ) stag ouzh un troad koad. Implijet e vez da droc'hañ koad peurliesañ, met bet eo bet implijet evel arm ivez. C'hoarvezout a ra ivez e vefe implijet gant ar bomperien pa rankont distruj dorioù.

Krouet e voe ar bouc'hili e-tro ar VIvet milved kent J.-K. da vare ar Mezolitik, en Europa. Ar ger rakindezeuropek a dalveze "bouc'hal" en dije gellet bezañ pelek'u-, hag a zeuas da vezañ πέλεκoς (pelekos) e henc'hresianeg ha parashu e sañskriteg.

Ar bouc'hili kentañ a oa dezho ur maen sanket etre daou blankenn koad stag an eil ouzh egile gant un tamm kordenn hag a servije ivez da zerc'hel al lavnenn en he flas. Ar re nevesañ zo dezho ul lavnenn doull, ha dre an toull-se e sanker an troad.

Evel armoù e c'hall ar bouc'hili bezañ implijet, pa vez tost an emgannerien an eil ouzh ar re all. Diaesoc'h da implijout evit klezeier einto, rak kempouez eo ar c'hlezeier gant ar pommelloù. Met nerzhusoc'h eo an taolioù pa skoer gant ur vouc'hal.
Gant ar Franked e veze bouc'hili bihan anvet frankiskaoù, dezho un troc'h doubl.
Ar bouc'hili bihan ha skañv a c'hall bezañ taolet; daou gilogramm e vez pouez ur vouc'hal peurliesañ.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • P. Pétrequin & A.M. Pétrequin, Écologie d'un outil: la hache de pierre en Nouvelle-Guinée occidentale, Embannadurioù CNRS, 1993.
  • P. Pétrequin, La hache de pierre: carrières vosgiennes et échanges de lames polies pendant le néolithique (5400 - 2100 av. J.-C.), diskouezadeg e mirdi Auxerre, Embannadurioù Errance, 1995
  • W. Borkowski, Krzemionki mining complex, Warszawa, 1995
  • R. Bradley & M. Edmonds, Interpreting the axe trade: production and exchange in Neolithic Britain, 1993