Mont d’an endalc’had

Arisaka 99

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Type 99 (fuzuilh-vindrailher).
Fuzuilh stumm 99
Skeudenn ar pennad Arisaka 99

Stumm berr ar fuzuilh stumm 99 Arisaka
Kinnig
Bro Banniel Impalaeriezh Japan Impalaeriezh Japan
Doare Fuzuilh
Mont en-dro Tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,7 × 58 mm Arisaka (da gentañ)
.30-06 Springfield (stummoù Korea ar Su ha Thailand)
7,62 × 39 mm M43 (stumm Sina)
7,92 × 57 mm Mauser
Mare ijinañ 1939
Produerien Arsanailh Kokura
Arsanailh Nagoya
Uzin Tokyo Kogyo
Uzin Tokyo Juki Kogyo
Izawa Jyuko
Jinsen
Howa Jukogyo
Hoten
Skouerennoù produet War-dro 3,5 milion
Mare implij 1939–1945 (Impalaeriezh Japan)
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 3,790 kg
Hirder 1.258 mm (stumm orin), 1.118 mm (stumm karabinenn)
Hirder ar c'hanol 657 mm

Hed-tenn pleustrek 650 m (gant ur c'houch)
1.500 m (gant ul lunedenn)
Tizh mont e-maez ar boledoù 755 m/s
Endalc'h Klipoù 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An Arisaka 99 a zo ur fuzuilh-vorailh japanat ijinet e 1939 gant Kijirō Nambu, diwar ur fuzuilh savet gant Nariakira Arisaka. Savet e oa bet evit kemer plas ar fuzuilh Type 38 e morlu hag arme Japan. Kambret e oa evit ar munision 7,7 × 58 mm Arisaka a oa nevez d'ar poent-se. Implijet e voe betek dibenn brezel ar Meurvor Habask e miz Eost 1945.

Daou stumm nesañ a gaver : ar stumm orin, 1.258 mm e hirder, ha ne voe ket produet e-pad pell abalamour dezhañ bezañ re hir evit un implij efedus war an dachenn, hag ar stumm karabinenn, 1.118 mm e hirder, a voe an hini nesañ produet betek 1945. Un argil bras en deus an Type 99 abalamour d'he munision galloudus bezañ bet ijinet evit ar mindrailherezioù da gentañ[1].

He c'houch a zo reoliek etre 100 ha 1.500 metr. Ur golo a gaver war he c'hulasenn evit gwareziñ ar wikefre diouzh al loustoni. Un adstumm dezhañ ur c'hanol a c'haller divontañ zo bet produet evit an harzlammerien[1]. Kalite ar skouerennoù produet a oa uhel-tre betek 1942, met aet e oa war washaat goude abalamour da ziaesterioù an industrielezh japanat e fin ar brezel.

Skouerennoù zo eus an Arisaka 99 a zo bet adkambret goude ar brezel evit o arme gant Sina, Thailand pe Korea ar Su. Lod a zo bet implijet e brezel Korea.

  1. 1,0 ha 1,1 (fr) Le fusil Arisaka Type 99, LAI Publications, 13/12/2022 (lennet d'ar 15/07/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan