7,7 × 58 mm Arisaka
7,7 × 58 mm Arisaka | |
---|---|
Kartouchennoù 7,7 × 58 mm Arisaka | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Impalaeriezh Japan |
Mare produiñ | 1940 - 1945 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 7,92 mm |
Ø kolier | 8,58 mm |
Ø skoaz | 11 mm |
Ø korf an douilhez | 12,02 mm |
Ø strad | 12,07 mm |
Tevder ar strad | 1 mm |
Hirder an douilhez | 57,8 mm |
Hirder ar gartouchenn | 79,6 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 10 - 13 g |
Tizh mont e-maez V0 | 730 - 820 m/s |
Energiezh ar vannadell | 3.144 - 3.712 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 7,7 × 58 mm Arisaka, anvet a-wechoù 7,7 mm Japanese pe .31 Jap[1] er broioù saoznek, a zo ur gartouchenn armoù-skoaz, implijet evel munision standart e fuzuilhoù ha mindrailherezioù 'zo en arme japanat eus 1940 betek fin an Eil Brezel-bed[2].
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet e oa bet 7,7 × 58 mm evit ar fuzuilh Arisaka 99 e 1939 a-benn kaout ur munision uheloc'h e c'halloud evit ar 6,5 × 50 mm Arisaka implijet betek-neuze. Heñvel a-walc'h e oa ouzh an .303 British. Daou stumm nes a voe produet, an eil anezhe gant un damvourled evit ar mindrailherezioù, hag egile dezhañ ur greuzenn[2].
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- fuzuilh "Arisaka" doare 99
- fuzuilh-vindrailher doare 97
- mindrailherez doare 92
- mindrailherez doare 99
Goude an Eil Brezel-bed e voe degaset kalz fuzuilhoù Arisaka 99 d'ar Stadoù-Unanet gant soudarded, evel trofeoù. Implijet e voent stank evit chaseal jiboez bras eno abalamour da c'halloud ar munision 7,7 × 58 mm. Diwar-c'hiz ez a ar c'halibr tamm-ha-tamm abalamour n'eus ket bet produet armoù nevez kambret evitañ abaoe ar bloavezhioù 1940[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) HAWKS Chuck, The 7.7x58mm Japanese Arisaka (lennet d'an 03/09/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) JAMES Garry, WWII Rifles in the Pacific: M1 Garand vs. Arisaka, Guns&Ammo, 05/12/2013 (lennet d'an 03/09/2024)