.30-30 Winchester
| .30-30 Winchester | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .223 Remington - .30-30 Winchester - .308 Winchester | |
| Doare | |
| Bro orin | |
| Kalibr | .308 / 7,62 mm |
| Doare douilhez | bourled, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,8 mm |
| Ø trogleuziñ | 7,6 mm |
| Ø kolier | 8,4 mm |
| Ø skoaz | 10,2 mm |
| Ø korf an douilhez | 10,7 mm |
| Ø strad | 12,9 mm |
| Tevder ar strad | 1,6 mm |
| Hirder an douilhez | 51,8 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 64,8 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 7 - 11 g |
| Tizh mont e-maez ar boledoù V0 | 679 - 818 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 2.390 - 2.615 J |
| Emors | LR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar munision .30-30 Winchester, anvet a-wechoù .30 Winchester Center Fire pe .30 WCF zo ur gartouchenn skoet en he c'hreiz ijinet gant John Moses Browning evit Winchester, ha gwerzhet adalek 1895. Dont a ra hec'h anv eus he c'halibr (0,30 meutad) ha deus he c'hargad poultr (30 greunenn, da lavaret eo 1,95 g). Ar gartouchenn chase kentañ enni poultr hep moged e oa. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz evit chaseourien ha tennerien sport e Norzhamerika hag en Europa.
Implijet e voe a-wechoù en armeoù : gant ar marc'hegerezh gall er fuzuilh Winchester 1894[1], gant ar British Navy er Brezel-bed Kentañ pe gant strolladoù all evel gwarded-aod Stadoù-Unanet Amerika[2].
Bannadell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boled an .30-30 zo ront e benn. Ijinet e oa bet evit ar fuzuilh Winchester 1894, a zo ul loc'henn-grogenn ganti : gant ar stumm ront zo nebeutoc'h a riskloù e lakfe ar boled da darzhañ emors ar gartouchenn a zo dirazañ e karger korzennek an arm.
Boledoù ar c'halibr-mañ zo gwisket ha/pe emledus, dre m'int bet soñjet evit ar chase.
Un nebeud armoù kambret e .30-30
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Winchester Model 1894
- Marlin 336
- Savage 340
- Thompson/Center Contender
- Mossberg 464
- Rossi Rio Grande
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) La Winchester 1894 dans l'armée française, war lec'hienn an UFA, 10/12/2019
- ↑ (fr) La .30-30 Winchester, war Le blog du tireur de précision, 13/05/2019