.22 Hornet
| .22 Hornet | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .22 Short - .22 Long Rifle - .22 Magnum - .22 Hornet | |
| Doare | |
| Kalibr | .22 / 5,56 mm |
| Doare douilhez | bourled, boutailh |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,7 mm |
| Ø trogleuziñ | 5,5 mm |
| Ø kolier | 6,2 mm |
| Ø skoaz | 7 mm |
| Ø korf an douilhez | 7,6 mm |
| Ø strad | 8,9 mm |
| Tevder ar strad | 1,7 mm |
| Hirder an douilhez | 35,64 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 43,8 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 2 - 4 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 808 - 930 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 960 - 1.165 J |
| Emors | SR |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .22 Hornet, pe 5,6 × 36 mm R Hornet, zo ur munision skoet en e greiz ijinet e dibenn ar bloavezhioù 1920 e arsanailh Springfield (Stadoù-Unanet) ha produet da gentañ gant an embregerezh Winchester e 1930. Ar fuzuilhoù kentañ kambret evitañ e voe ar Savage Model 23-D e 1932 hag ar Winchester Model 54 e 1933[1]. Deveret eo eus an .22 WCF. Dont a ra e anv eus ar saozneg Hornet a dalvez Pennmarc'henn.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chase
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gartouchenn gentañ soñjet evit chaseal loened bihan noazus gant ur boled prim-tre evit ar mare (ouzhpenn 800 m/s) e voe. Galloudus-tre e chom betek 130 pe 150 m[1]. Unan eus munisionoù galloudusañ familh an .22 eo abalamour d'e gargad poultr uhel.

Arme
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Eil Brezel-bed e voe implijet an .22 Hornet en armoù dreistbevañ a oa roet da ekipajoù kirri-nij an U.S. Air Force, evel an M4, betek-gouzout e vijent diskaret en ul lec'h gouez. Kement-mañ a oa graet evit ma c'halljent chaseal ha debriñ. D'ar poent-se e oa boledoù emledus war ar munisionoù .22 Hornet. O vezañ ma oa difennet ar boledoù-se er brezel hervez emglev Den Haag war an armoù (1899) abalamour d'ar gloazadennoù spontus a raent war Mab-den e voe berzet d'ar soudarded implijout ar c'hartouchennoù-mañ a-enep da enebourien. Ouzhpenn an M4 eo kambret an M6 Aircrew Survival Weapon hag an AR-5/MA-1 e .22 Hornet ivez.
E Aostralia pe Zeland-Nevez voe implijet ar munision-mañ evit lakaet ar soudarded nevez da bleustriñ gant armoù izel a-walc'h o galloud[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) MASSARO Philip, Behind the Bullet: .22 Hornet, American Hunter, 08/05/2020 (lennet d'ar 05/06/2025)
- ↑ (en) CAMPBELL Dave, The .22 Hornet: History & Performance, American Rifleman, 19/08/2021 (lennet d'ar 05/06/2025)