Mont d’an endalc’had

C'hwiliorez

Eus Wikipedia
C'hwiliorez

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Arthropoda
Kevrennad : Insecta
Urzhad : Hymenoptera
Kerentiad : Vespidae
Genad : Vespa
Anv skiantel
Vespa crabro
Linnaeus, 1761
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hwiliorez, pe gwespedenn-goad, pe chifronell, pe pennmarc'henn, (Vespa crabro) zo un amprevan brasoc'h eget ar gwesped.

Gallout a ra ar parezed tizhout 40 mm.

Divorfilañ a ra ar rouanezed e kreiz miz Ebrel ha kregiñ a reont da sevel un neizh e toull ur wezenn pe en ur roc'h bennak. Gant ar micherourezed e vo kreñvaet ha brasaet an neizh graet gant paper diwar tammoù koad chaoket ha halo.

Al larvennoù a vev e kellouigoù ar ruskenn. Maget e vezont diwar boued (kelien pe larvennoù an aliesañ) chaoket gant ar micherourezed.

Ar c'hwiliorezed a c'hell nijal noz ha deiz, dindan ar glav pe en avel zoken. Debriñ a reont kelien dreist-holl met ivez dourennoù sukret. E penn kentañ ar goañv ec'h ayo ar parezed frouezhusaet da gouskediñ pa varvo ar pared hag ar micherourezed.

C'hwiliorez Azia b, c'hwiliorezed Azia (vespa velutina, Lepeletier 1836) : eus Azia a vev e Norzh India, e Sina hag e menezioù Indonezia.

Gwelet eo bet evit ar wezh kentañ e Lot-et-Garonne (Frañs) e 2004. En em gavet en defe bet ur rouanez en kasedoù marc'hadourezhioù enborzhiet.