.408 CheyTac

Eus Wikipedia
.408 Cheyenne Tactical
Ur munision .50 BMG (a-gleiz) ha .408 CheyTac (a-zehou)
Doare
Kalibr .408 / 10,36 mm
Doare douilhez kreuzenn, bottleneck
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 10,36 mm
Ø kolier 11,12 mm
Ø stagell an douilhez 15,24 mm
Ø korf an douilhez 16,18 mm
Ø strad 16,25 mm
Hirder an douilhez 77,21 mm
Hirder ar gartouchenn 115,50 mm
Pouez ha perzhioù all
Pouez ar vannadell 20 - 27 g
Tizh o vont e-maez V0 910 - 1.100 m/s
Energiezh ar vannadell 11.247 - 11.352 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar .408 CheyTac, .408 Cheyenne Tactical pe 10,36 x 77 mm (anv metrek) a zo ur munision armoù-tan hiniennel produet gant an embregerezh amerikan CheyTac USA LLC abaoe 2001. Implijet e vez er fuzuilhoù a-bell ha resis e chom betek 2,000 metr hervez ar produer. Ur munision galloudus-tre eo, produet gant un dornadig embregerezhioù, ha ne vez ket implijet gant kalz tennerien abalamour d'e briz uhel (war-dro 100 gwech keroc'h evit ar munisionoù .22 LR da skouer)[1].

D'an 29 a viz Here 2016 e voe savet ur rekord tennañ a-bell gant Benjamin Gineste, ur soudard gall, a dennas teir gwech en ur sibl war-hed 4.150 metr gant ur fuzuilh custom kambret e .408 Chey Tac.[2]

Fuzuilhoù kambret e .408 CheyTac[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Beretta - Victrix Armaments "Tormentum"
  • BCM Europearms S.a.s.
  • rummadoù fuzuilhoù CheyTac Intervention - CheyTac LLC.
  • E.D.M. Arms XM04
  • PGWDTI Timberwolf
  • Lobaev Sniper Rifle
  • G.A.C precision rifles
  • RND Manufacturing, Inc.
  • Tactilite T1 (single-shot) AR-15 .408 Chey Tac upper
  • THOR XM408
  • Vigilance Rifles VR1
  • Desert Tech HTI
  • Cadex Defence CDX-40 Shadow

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Prizioù keñveriet war veur a lec'hienn internet eus gwerzherien munisionoù e miz Kerzu 2023.
  2. New record shots : .408 CheyTac at 4.540 yards war ar blog The FireArmBlog, embannet d'an 3 a viz Du 2016 (saozneg)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan