Western (film)
Neuz
Western zo ur film gallek sevenet gant ar filmaozour gall Manuel Poirier e 1996.
Tammoù brezhoneg a glever dre ziv wech e-kerzh ar film.
Fichenn deknikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Doare : Drama,
- Senario ha divizoù : Manuel Poirier ha Jean-François Goyet,
- Kevredadoù produiñ : Diaphana Films (Pariz) ha Salomé,
- Rener produiñ : Malek Hamzaoui,
- Eilproduer : Maurice Bernart,
- Rener ar skeudenniñ : Nara Keo Kosal,
- Ijinour ar son : Jean-Pierre Bernard,
- Aozerien ar sonerezh orin : Bernardo Sandoval,
- Frammer : Yann Dedet,
- Kinklour : Roland Mabille,
- Dilhataerez : Sophie Dwernicki,
- Prantad filmañ :,
- Lec'hioù filmañ : Kernev-Izel (Breizh),
- Deiziad dont er-maez : 27 a viz Eost 1997,
- Padelezh : 124'.
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor daou waz dianket un disterañ : Paco, ar beajour kenwerzh katalan a blij kalz d'ar maouezed ha Nino, an divroad rusian. Divoasat tra o c'hejadenn dre ma laer Nino e garr-tan digant Paco da gentañ-penn ! Kas a reont o zreid dre hentoù Breizh en ur c'hoari biz-meud a-gevret, a-benn diskoachañ ar garantez.
Roll ar gomedianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sergi López : Paco Cazale,
- Sacha Bourdo : Nino,
- Élisabeth Vitali : Marinette,
- Marie Matheron : Nathalie,
- Basile Sieouka : Baptiste,
- Olivier Guehenneux : Antoine,
- Mélanie Leray : Guenaëlle,
- Hélène Foubert : mignonez Baptiste,
- Gérard Privat : tad Antoine,
- Marilyne Canto : Marilyne,
- Jean-Jacques Vanier : an aotrou doktor Yvon Le Marrec,
- Serge Riaboukine : bleiner ar van.
Goproù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deroet e oa bet Priz ar Juri d'ar film e Festival Sinema Cannes 1997.
Ur gopr a voe tapet gant Western da-geñver lid ar Césars e 1998 :
- gwellañ sonerezh, bet deroet da vBernardo Sandoval.