Mousked

Mouskedoù war bourzh ar fourgadenn saoz Grand Turk (1996, diwar HMS Blandford, 1741)
Ur mousked a oa un arm-tan, hir e ganol, en implij adalek ar XVIIvet kantved. Anezhañ eo e teu ar fuzuilh a vremañ.
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur brezhonekadur eus ar ger gallek heñvelster mousquet eo "mousked".
Alies gwezhall e veze anvet an armoù diouzh anvioù loened. Daou orin a roer d'an anv gallek mousquet :
- ar galleg mousquette, a oa anv kozh ar sparfell c'hlas ;
- an italianeg moscetto, a oa anv ibilien ar groazwareg, diwar mosca, "kelienenn".