.38-40 Winchester
| .38-40 Winchester | |
|---|---|
A gleiz da zehou : kartouchennoù .40 S&W, .38-40 Winchester, .44 Special ha .45 ACP | |
| Doare | |
| Bro orin | |
| Mare implij | Abaoe 1874 |
| Mare produiñ | 1874 - 1937 ; abaoe 1993 |
| Doare douilhez | bourled |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 10,17 mm |
| Ø trogleuziñ | 10,01 mm |
| Ø kolier | 10,58 mm |
| Ø skoaz | 11,54 mm |
| Ø korf an douilhez | 11,93 mm |
| Ø strad | 13,3 mm |
| Tevder ar strad | 1,7 mm |
| Hirder an douilhez | 33,1 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 40 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 12 g |
| Tizh ar boled V0 | 350 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 729 J |
| Emors | LP |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .38-40 Winchester, anvet ivez .38-40 WCF (evit Winchester Center Fire) pe 10,17 × 33 mm R (e anv metrek) zo ur munision armoù-tan hiniennel krouet e 1874 gant an embregerezh stadunanat Winchester, ha gwerzhet evit ar wech kentañ evit adstumm ar garabinenn Model 1873 kambret evitañ[1]. Deveret eo eus ar gartouchenn .44-40 Winchester pa oa Winchester o klask kinnig ur gartouchenn gant nebeutoc'h a argil. Savet e oa bet evit ar fuzuilhoù da gentañ, ha karget e oa gant poultr du en orin[2]. Paouezet e oa bet e broduiñ er bloavezhioù 1930, met distroet eo a-drugarez d'ar c'henstrivadegoù Cowboy Action Shooting krouet e deroù ar bloavezhioù 1980 er Stadoù-Unanet.
E-touez an armoù brudetañ bet kambret e .38-40 Winchester e kaver ar Colt Single Action Army pe ar Smith & Wesson Model 3[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) CAMPBELL Dave, The .38-40 Winchester Center Fire: History & Performance, war American Rifleman, 01/09/2022 (lennet d'an 30/08/2024)
- ↑ (fr) MALFATTI René, Manuel de Rechargement N°6, Crépin-Leblond, 2004, ISBN 2-7030-0235-1, p. 186