Colt 1851 Navy
| Colt 1851 Navy | |
|---|---|
Ur revolver Colt 1851 Navy | |
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Revolver un-ober |
| Kalibr | .36 (9,14 mm) |
| Produer | Colt |
| Mare krouidigezh | 1847-1850 |
| Mare produiñ | 1851 - 1873 |
| Mare servij | 1851 - 1873 (arme ar Stadoù-Unanet) |
| Niver produet | War-dro 215.000 (er Stadoù-Unanet) War-dro 42.000 (e armeuri Colt e Londrez) Kalz kopiennoù hep aotre e broioù a bep seurt |
| Perzhioù teknikel | |
| Mas | 1,1 kg |
| Hirder | 328 mm |
| Hirder ar c'hanol | 190 mm |
| Tizh mont e-maez ar boledoù | 213 - 256 m/s |
| Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | D |
Ar Colt 1851 Navy zo ur revolver poultr du un-ober ijinet e 1850 gant ar Stadunanad Samuel Colt. Unan eus armoù-dorn brudetañ trede kard an XIXvet kantved eo.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur stumm skañvaet ha bihanaet eus ar Colt Dragoon e oa[1], dezhañ ur c'hanol eizhkornek hag un daboulin c'hwec'h tenn savet evit boledoù .36 meutad (9,14 mm). Ur blatinenn-skeiñ un-ober en doa. Stummoù adkambret pe savet evit tennañ kartouchennoù metal a voe graet etre 1869 ha 1873.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e voe evel gant arme ar Stadoù-Unanet etre 1851 ha 1873. Abalamour e oa aesoc'h da implijout evit revolverioù all produet betek-neuze e voe gwerzhet da galz a siviled er Stadoù-Unanet, ha dont a reas da vezañ un arouez eus astenn ar vro war-zu ar C'hornôg en XIXvet kantved, etre daouarn tud vrudet evel Wild Bill Hickok[2], Buffalo Bill pe Doc Holliday. Implijet e voe gant soudarded eus an daou du da vare brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, en o zouez Robert E. Lee hag Ulysses S. Grant.
Berzh a reas en Europa ivez goude ma voe kinniget e Diskouezadeg Hollvedel Londrez e 1851 gant Samuel Colt[1]. Skouerennoù a voe savet e Impalaeriezh Rusia, en arsanailh Toula, pa groge ar vro da glask gwellaat he armoù[3]. Kalz kopiennoù eus an arm a voe produet, hep aotre a-wechoù, e atalieroù belgiat da skouer[4].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.56
- ↑ (en) McCLURE Nancy, Treasures from Our West: Wild Bill Hickok Revolver, Buffalo Bill Center of the West, 20/12/2019 (lennet d'an 09/12/2025)
- ↑ (en) The first Russians Revolvers, war Russian Revolvers (diellet) (lennet d'ar 24/08/2024)
- ↑ (en) Revolver - Colt Brevet, Belgium, 1850s, Museums Victoria Collections (lennet d'ar 25/08/2024)