Kleiz (karregad)
Neuz
- Evit sterioù all ar ger kleiz, gwelit ar pennad Kleiz (disheñvelout).
Ar c'hleiz a zo ur garregad, karbonat kalkiom (CaCO3) ouzh hec'h ober evit ar pep brasañ. Ur seurt maen-raz eo.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwechall e veze implijet an danvez-se evit sevel bizhierigoù a dalveze da skrivañ, war taolennoù pe sklentennoù ar skolioù da skouer. Bremañ e vezont graet e gips peurliesañ, met miret eo bet an anv orin.