Mont d’an endalc’had

Colt Anaconda

Eus Wikipedia
Colt Anaconda


Ur revolver Colt Anaconda
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Revolver un-ober / daou-ober (SA/DA)
Munisionoù .44 Magnum (kenderez gant munisionoù .44 Special)
.45 Colt
Produer Colt's Manufacturing Company
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 1,280 kg
Hirder 242 mm
Hirder ar c'hanol 100 mm (stumm 4 meutad)

Endalc'h Taboulin 6 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Colt Anaconda zo ur revolver produet abaoe 1990 gant an embregerezh stadunanat Colt. Paouezet eo e broduiñ etre 1999 ha 2001[1]. Deveret eo eus revolverioù koshoc'h ar merk evel ar King Cobra.

Ar Colt Anaconda zo dezhañ ur blatinenn un-ober ha daou-ober hag un daboulin evit 6 kartouchenn .44 Magnum. E stummoù kentañ a oa kambret e .45 Colt ivez. Savet eo ar revolver e dir disvergl[2]. Pouez-loc'hañ e zraen a zo 1,77 kg e mod un-ober ha 4,8 kg e mod daou-ober[1].

Kanolioù 4, 6 pe 8 meutad amerikan a gaver da brenañ. Ur vandenn doullet zo montet war-c'horre ar c'hanol : un eneppouez eo evit kempouezañ an argil degaset gant ar c'halibroù bras implijet en arm.

  1. 1,0 ha1,1 (fr) ALEXANDRE Guillaume, Colt Anaconda : le plus beau des revolvers en .44 Magnum ?, e Cibles n°646, miz Ebrel 2024
  2. (en) Pajenn an Anaconda war lec'hienn Colt (lennet d'ar 25/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan