Tenn pleustrek
An tenn pleustrek zo un hollad sportoù tennañ a-orin eus ar Stadoù-Unanet, ma ranker implijout un arm-tan en ur mod dinamik, en ur fiñval hag en ur dennañ war sibloù fiñv pe difiñv[1].
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezhioù 1950 e krogas ur strollad Stadunaniz, siviled, soudarded pe poliserien anezhe, da sevel pleustradegoù tennañ gant armoù-dorn, e-lec'h ma ranke an dennerien en em ziblasañ etre an tennoù. O fal e oa kordañ gwelloc'h gant gwirvoud implij an armoù war an dachenn pe evit en em zifenn, pa chome difiñv an dennerien er standoù tennañ klasel[2]. Armoù-dorn a veze implijet da gentañ nemetken, evel ar Colt M1911, a oa pistolenn standart arme ar Stadoù-Unanet d'ar poent-se. Kenstrivadegoù kentañ a voe aozet e Big Bear (Kalifornia) dindan levezon al letanant-koronal Jeff Cooper[3].
E 1976 e voe savet an International Practical Shooting Federation (IPSC, Kevredad Etrebrodadel an Tenn Pleustrek), ennañ 17 bro er penn-kentañ, Frañs en o zouez. E 1984 e voe enbarzhet an USPSA (United States Practical Shooting Association) en ISPC evel e rann stadunanat[2]. Perzh eo an IPSC eus an ISSF.
Hiziv-an-deiz, n'eo ket stag ken an tenn pleustrek ouzh an emzifenn pe implij un arm en un endro micherel. War-dro 35.000 ezel eus an USPSA a zo er Stadoù-Unanet en ur 400 klub bennak[2]. E Frañs e vez graet dindan an anv TSV (Tir Sportif de Vitesse), hag aozet e vez dindan beli an FFTir, kevredad gall ar sportoù tennañ. Kevredadoù an ISPC a gaver e 110 bro hiziv-an-deiz[4]. Ne vez ket graet pleustradegoù tenn pleustrek en holl gleuboù tennañ abalamour d'an dafar ha d'ar standoù ispisial a ranker kaout evit an amprouenn. E Breizh e vez kinniget en un nebeud kleuboù e su ar vro (Kiberen, Sant-Nolf, Sant-Varzhin-an-Oud, Ankiniz, Pentelloù ha Sant-Mikael-Keveger) pe en EG-CZ Academy savet gant Éric Grauffel e Kemper[5].
Ar Cowboy Action Shooting zo un doare tenn pleustrek all diazezet war armoù ha dilhad a c'haller gwelet er filmoù western.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lies eo an amprouennoù tenn pleustrek. Pevar arm a c'haller implijout enne : Handgun (arm-dorn), Shotgun (arm flour he c'hanol), Rifle (arm-skoaz rizennet e ganol) ha Pistol Carabine Caliber (arm-skoaz kambret evit kartouchennoù armoù-dorn)[3][6].
Hentadoù tennañ lies a vez kinniget, warne sibloù etre 10 ha 70 metr, ha gant un niver a dennoù disheñvel hervez ar rummadoù (10, 24 pe 32 denn). Fiñv pe difiñv e c'hall bezañ ar sibloù. Savet int e paper, douar-pri pe metal. Evit degas ar maout e ranker tizhout anezhe ar buanañ ar gwellañ. Ur c'henefeder etre ar poentoù war ar sibloù hag an tizh a vez jedet evit renkañ ar sportourien[6].
Evit bezañ barrek war an tenn pleustrek e ranker bezañ resis, prim, gouzout dornata an armoù mat ha doujañ d'ar reolennoù-surentez a zo pa raer gante. Ur sport koustus eo, abalamour da briz ar munisionoù a implijer evit pleustriñ (war-dro 300 kartouchenn en un abadenn)[3]. Armoù 'zo evel ar CZ Shadow 2 a zo savet a-ratozh evit an amprouennoù tenn pleustrek.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Présentation de la discipline war lec'hienn an FFTir (lennet d'ar 24/09/2024)
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (en) History of Practical Shooting war lec'hienn an USPSA (lennet d'ar 24/09/2024)
- ↑ 3,0 3,1 ha3,2 (fr) Hervez Laurent Burgada, prezidant an ASPL Tir ha tenner pleustrek, atersadenn embannet war ar chadenn Trajectoires d'an 18/12/2023 (gwelet d'ar 24/09/2024)
- ↑ (en) Regions war lec'hienn an IPSC (lennet d'ar 24/09/2024)
- ↑ (fr) Où pratiquer war lec'hienn an FFTir (lennet d'ar 24/09/2024)
- ↑ 6,0 ha6,1 (fr) Tir Sportif de Vitesse war lec'hienn CNTS Châteauroux-Déols (lennet d'ar 24/09/2024)