Mont d’an endalc’had

Jeff Cooper

Eus Wikipedia
Jeff Cooper (ar pevare den adalek an tu kleiz) ha tennerien all e fin ar bloavezhioù 1950

John Dean Cooper, anvet boaz Jeff Cooper, ganet d'an 10 a viz Mae 1920 e Los Angeles (Kalifornia) ha marvet d'ar 25 a viz Gwengolo 2006 e Paulden (Arizona)[1], a oa ul letanant-koronal eus an US Marines, bet kelenner war an Istor goude e amzer-soudard. Brudet eo e bed an armoù-tan evit an teknikoù hag ar meizadoù en deus degaset d'an tennañ.

Kas a reas Jeff Cooper e yaouankiz e Los Angeles, e-lec'h ma voe ganet. Kregiñ a reas da dennañ gant armoù d'an oad a 11 vloaz. Kas a reas e studioù e skol-veur Stanford e-lec'h ma tapas un diplom war ar skiantoù politikel[1]. Rollañ a reas en US Marine Corps e miz Gwengolo 1941. E-pad an Eil Brezel-bed e oa perzh eus ar Marine Detachment war an USS Pennsylvania. Kuitaat a reas ar servij oberiant e 1951, gantañ ar grad a vajor[1]. Da vare brezel Korea (1950-1953) e rollas en-dro, ha kemer a reas perzh en emgannoù. Eno e voe anvet da letanant-koronal[2]. Goude ar brezel e kelennas an Istor e lise Big Bear City (Kalifornia) hag er skol-veur.

Gunsite Ranch

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1976 e savas Cooper an American Pistol Institute[2], ur greizenn evit deskiñ teknikoù an tennañ gant armoù-dorn d'ar brasañ-niver, e Paulden (Arizona)[1]. Kreskiñ a reas ar greizenn er bloavezhioù war-lerc'h, ha kelennet e voe eno an tennañ gant armoù-tan a bep seurt evel ar c'harabinennoù, ar fuzuilhoù-chase pe ar mindrailherezioù memes. Cheñchet e voe anv ar greizenn da Gunsite Ranch. E 1992 e werzhas Cooper ar greizenn, met kenderc'hel a reas da vevañ eno. Digreskiñ a reas kalite kentelioù ar greizenn, hag adwerzhet e voe d'un den all e 1999. Cooper a asantas distreiñ da gelenn di betek 2003, pa rankas paouez abalamour d'e yec'hed[3]. Digor eo ar greizenn hiziv-an-deiz c'hoazh dindan an anv Gunsite Academy[4]. Etre 1976 ha marv Cooper e 2006 ec'h istimer e oa bet 40.000 den o teskiñ dornata an armoù-tan eno[1].

Tenn pleustrek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Tenn pleustrek

Kemer a reas perzh Jeff Cooper e ganedigezh an tenn pleustrek, a oa e bal kentañ lakaat ar muiañ a dud da bleustriñ war an doare da implijout un arm-tan evit en em zifenn. Distag eo an tenn pleustrek diouzh an emzifenn hiziv-an-deiz, ha deuet eo da vezañ ur sport tennañ penn-da-benn. Prezidant kentañ ar gevredad tenn pleustrek etrebroadel IPSC e voe Cooper e 1976[1].

Oberioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivañ a reas Cooper ingal er gelaouenn Guns & Ammo. Bet e voe ezel eus komite renerezh an NRA stadunanat[3].

Lies eo ar meizadoù ijinet pe diorroet gant Cooper. Embannet int bet en e levrioù, en e gentelioù e Gunsite Ranch, e videoioù, e-barzh pennadoù war kelaouennoù evel Guns & Ammo, pe er Commentaries skrivet evitañ e-unan hag embannet dibaoe.

Ar peder reolenn surentez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jeff Cooper a embannas evit e greizenn peder reolenn surentez diazez war dornata an armoù-tan. Kelennet e vezont hiziv-an-deiz e standoù tennañ er bed a-bezh. Ar reolennoù-mañ a zo [5]:

  • gwelet e arm evel karget bepred
  • chom hep bukañ un dra n'ho peus ket c'hoant da dizhout gant an arm
  • chom hep lakaat e viz war an draen, nemet da vare an tennañ
  • diwall ouzh e endro

Modern Technique

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur Colt M1911 A1, unan eus armoù prizietañ Jeff Cooper

Ar Modern Technique (teknik modern) zo e gwirionez un hollad teknikoù stag ouzh implij un arm-dorn evit en em zifenn. Implijet e vez hiziv-an-deiz gant kalz polisoù er bed a-bezh[1]. E-barzh e kaver hervez Cooper[2] :

  • an arm da implijout : ur bistolenn damaotomatek kambret en ur c'halibr bras. An hini brizietañ gant Cooper e oa ar Colt M1911 kambret e .45 ACP
  • ar Weaver stance, pe derc'hel e gorf hag an arm gant an div vrec'h evel termenet gant Jack Weaver
  • ar Flash Sight Picture (skeudenn brim ar c'houch) evit linennañ ar buanañ ar gwellañ e gouch gant e lagad hag ar sibl
  • ar Compressed Surprise Break, un teknik evit pouezañ war an draen hep koll resisted
Pennad pennañ : Scout Rifle
Ur garabinenn eus ar merk Ruger savet diwar veizad ar Scout Rifle

Termenet eo bet gant Cooper ar pezh a rankje bezañ perzhioù ur garabinenn liezimplij, gouest da servij evit ar chase koulz hag evit an dreistbevañ en natur [6]:

Er bloavezhioù 1990 e labouras Cooper gant an embregerezh aostrian Steyr evit sevel un arm a seurt-se[7]. Estreget gant Steyr e vez produet karabinennoù doare Scout Rifle bremañ. Embregerezhioù evel Savage pe Ruger a ra ivez[6].

Hoplofobiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pennad pennañ : Hoplologiezh

Cooper a savas ar ger hoplophoby (hoplofobiezh) e 1962 evit envel an aon o dez tud 'zo rak an armoù-tan[3]. Deveret eo eus ar ger hoplologiezh, da lavaret eo ar skiant a zo he fal studiañ istor, teknik hag implij an armoù.

Levrioù diwar-benn an armoù-tan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gargantuan Gunsite Gossip 3
  • Fighting Handguns (1958)
  • Principles of Personnal Defense (1972)
  • Jeff Cooper on Handguns (1974)
  • The Art of the Rifle (1997)

Levrioù war e vuhez, skridoù-arnod hag istorioù berr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Fire Works (1980)
  • Another Country: Personal Adventures of the Twentieth Century (1992)
  • To Ride, Shoot Straight and Speak the Truth (1988)
  • C Stories (2004)

Ur biografiezh eus Jeff Cooper anvet Jeff Cooper: the Soul and the Spirit a voe embannet gant e verc'h Lindy Wisdom e 1996.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 (en) McLELLAN Dennis, Jeff Cooper, 86; Firearms Expert Set Standard for Pistol Technique, Los Angeles Times, 01/10/2006 (lennet d'an 29/09/2024)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) SEILTGEN Friedrich, Get to Know Jeff Cooper, Gunpowder Magazine, 29/10/2021 (lennet d'an 29/09/2024)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (en) Cooper, firearms expert, dead at 86, The Daily Courier, 26/09/2006 (lennet d'an 29/09/2024)
  4. (en) Lec'hienn ar Gunsite Academy (lennet d'an 29/09/2024)
  5. (en) Diwar Col. Jeff Cooper: The 4 rules of gun safety, kentel gant Jeff Cooper filmet, embannet d'ar 04/03/2018
  6. 6,0 ha6,1 (en) WILSON Jim, The Scout Rifle Concept, Shooting Illustrated, 04/12/2012 (lennet d'an 29/09/2024)
  7. (en) Jeff Cooper Scout Rifle Package, American Hunter, 24/06/2010 (lennet d'an 29/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan