Mont d’an endalc’had

Scout Rifle

Eus Wikipedia
Ur garabinenn Ruger M77 Gunsite Scout Rifle

Ar scout rifle (karabinenn sklêrijenner) zo ur meizad arm-tan ijinet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 gant ar Stadunanad Jeff Cooper (1920-2006). E bal e oa kaout un arm-skoaz liezimplij evit ar chase hag an dreistbevañ en un endro gant redioù kreñv.

E 1983 ha 1984 e voe aozet emgavioù anvet Scout Rifle Conference er stand tennañ ha kreizenn-bleustriñ Gunsite Training Center (Arizona), perc'hennet gant Jeff Cooper, bet letanant-koronal er Marines ha kelenner tennañ. Pal an emgavioù e oa termeniñ tresoù armoù-skoaz an dazont, o tennañ splet eus araokadennoù ar mare war dachenn an danvezioù hag ar binvioù optik, hag en ur glask sevel ur garabinenn liezimplij evit un den e-unan o chaseal pe o treistbevañ en un endro diaes.[1]

Perzhioù nesañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar an emgavioù e teuas perzhioù nesañ a ranke bezañ reoù ur scout rifle :[2]

  • ur gulasenn-vorailh, a zo peurliesañ fiziaploc'h evit ur gulasenn damaotomatek. Hervez Cooper ne zegase netra ur sistem damaotomatek d'ar chaseourien pa oa ret dezhe tizhout o sibl en tenn kentañ.
  • ur pouez izeloc'h evit 7 lur (war-dro 3,1 kg) en holl, evit gellet dougen an arm e-pad pell ha war tachennoù diaes ;
  • ur c'halibr boutin, aes da gavout ha galloudus a-walc'h evit lazhañ ul loen betek 1000 lur a bouez (war-dro 450 kg) en un tenn. An .308 Winchester a voe dibabet gant Cooper, o vezañ ma oa kalibr standart kalz armoù eus an AFNA d'ar poent-se.
  • ur resisted mat a-walc'h evit gellet tennañ tri boled e 10 cm da 200 metr.[3]
  • ul lunedenn aes da zivontañ ha tost da veg ar c'hanol evit chom hep jeniñ an adkargañ gant ar vorailh. Ur c'houch a ranker kaout war an arm betegoût e vefe torret al lunedenn.
  • un arm (39 meutad d'ar muiañ, war-dro 990 mm) hag ur c'hanol (19 meutad d'ar muiañ, war-dro 48 mm) berr a-walc'h evit gellet dornata anezhañ aes.
  • ur sistem stabilaat evel ur senklenn Ching pe un daoubez.[3]

Skouerioù karabinennoù scout

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diazezet e oa pimpatromoù kentañ Jeff Cooper war ar Remington 600.[1] Hiziv an deiz e kaver un nebeud karabinennoù savet diwar meizad ar scout rifle. Produet e vezont gant embregerezhioù amerikan evit ar braz anezho :[2]

  • Ruger Gunsite Scout Rifle
  • Mossberg MVP Scout
  • Savage Model 11 Scout
  • Steyr Scout
  • Springfield M1A Scout Squad

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(en) COOPER Jeff, The art of the rifle, Paladin Press, 1997, 104 p.

  1. 1,0 ha1,1 (en) COOPER Jeff, Throwback Thursday : The Scout Rifle war AmericanRifleman.org, 02/10/20214 (lennet d'an 30/06/2024)
  2. 2,0 ha2,1 (en) BROWN Jason J., The Scout Rifle: The One Rifle To Have If You Could Only Have One, war NRABlog, 13/03/2017 (lennet d'an 30/06/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (fr) Le scout rifle war Le blog du tireur de précision, 20/06/2017 (lennet d'an 30/06/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan