Ruger Gunsite Scout
| Ruger Gunsite Scout | |
|---|---|
Ur garabinenn Ruger Gunsite Scout kambret e .308 Winchester evit ar gleizidi | |
| Kinnig | |
| Bro | |
| Doare | Karabinenn, Scout Rifle |
| Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
| Munisionoù | .308 Winchester 5,56 × 45 mm NATO .350 Legend .450 Bushmaster |
| Produerien | Sturm, Ruger & Co. |
| Mare produiñ | Abaoe 2012 |
| Perzhioù teknikel (hervez an adstummoù) | |
| Mas | Etre 2,810 ha 3,310 kg |
| Hirder | 940 mm 1.003 mm |
| Hirder ar c'hanol | 409 mm pe 475 mm (e .308 Win) 420 mm (e .350 Legend) 409 mm (e .450 Bushmaster) |
| Endalc'h | Karger fiñv eeun : 10 kartouchenn (e .308 Win) 5 kartouchenn (e .350 Legend) 4 c'hartouchenn (e .450 Bushmaster) |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar Ruger Gunsite Scout (pe Ruger GSR) zo ur garabinenn produet gant an embregerezh stadunanat Sturm, Ruger & Co. abaoe 2012, diwar ur c'henlabour gant ar greizenn-dennañ Gunsite Ranch (hiziv Gunsite Academy), en Arizona[1]. Kambret eo evit ar c'halibroù .308 Winchester, .350 Legend[2], ha .450 Bushmaster abaoe 2017[3]. Ur stumm e 5,56 mm NATO a voe kinniget adalek 2014, met n'emañ ket war katalog ar merk ken[4].
Savet eo bet diwar ar Ruger M77, en ur zegas dezhi elfennoù stag ouh meizad ar Scout Rifle ijinet gant Jeff Cooper : un arm berr a-walc'h eo, dezhañ ur c'houch, hag ur reilh Picatinny dirak e doull-distrinkañ da sevel ul lunedenn warnañ. 10 kartouchenn e .308 Winchester eo endalc'h e garger. Ur sistem tennata dre vorailh en deus, diazezet evel ar Ruger M77 war hini ar Gewehr 98[1].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) MATHESON Mick, Long-term review: Ruger Gunsite Scout, Sporting Shooter, 2023
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha 1,1 (en) Ruger Gunsite Scout Rifle, Chuck Hawks (lennet d'an 08/12/2024)
- ↑ (en) Ruger Scout Rifle war lec'hienn an embregerezh Ruger (lennet d'an 08/12/2024)
- ↑ (en) Ruger Gunsite Scout Rifle Available in .450 Bushmaster, war lec'hienn Ruger, 24/03/2017 (lennet d'an 08/12/2024)
- ↑ (en) Ruger Gunsite Scout Rifle Now Available In 5.56 NATO, 08/09/2014, war lec'hienn Ruger (lennet d'an 08/12/2024)