Mont d’an endalc’had

Hoplologiezh

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Haplologiezh.

An hoplologiezh, diwar ar gresianeg ὅπλον (hóplon, dafar an hoplited en Henamzer) ha λόγος (lógos, « komz, prezeg, abeg, darempred ») eo anv ar skiant a zo he fal studiañ an armoù dre o implij, o sevel, o zeknik ha dre emzalc'h an dud a ra gante[1]. En ur mod ledanoc'h e c'hall talvezout evit ober anv eus studi emzalc'hioù feuls Mab-den. Ar skrivagner hag ergerzhour saoz Richard F. Burton e voe an hini kentañ o termeniñ ar ger e 1884 en ul levr war implij an armoù gwenn en Istor[2].

Hoplofobiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diwar hoplologiezh e oa bet savet e 1962 ar ger hoplofobiezh gant Jeff Cooper, ur Stadunanad arbennik war an armoù-tan[3]. Envel a ra an aon o dez tud 'zo rak an armoù, memes pa ne ziskouezont ket bezañ dañjerus war an tomm[4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Hoplology war geriadur Collins (lennet d'ar 25/09/2024)
  2. (en) BURTON Richard F., The Book of the Sword: A History of Daggers, Sabers, and Scimitars from Ancient Times to the Modern Day, 1884, adembannet gant Skyhorse Publishing, 2014, 336 p.
  3. (fr) D’ANDURAIN Julie, Le 6,35 de la comta. Une arme de femme, symbole de la résistance e Les Français et les armes à feu. De 1789 à nos jours, Hommage à François Cochet, Maisonneuve & Larose / Hémisphères éditions, 2018, p. 99
  4. (en) «I coined the term "hoplophobia" in 1962 in response to a perceived need for a word to describe a mental aberration consisting of an unreasoning terror of gadgetry, specifically, weapons. The most common manifestation of hoplophobia is the idea that instruments possess a will of their own, apart from that of their user.» hervez Jeff Cooper e Jeff Cooper's Commentaries Vol.5 N°.7, miz Even 1997 (lennet d'ar 26/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan