Haplologiezh

Eus Wikipedia

War dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh e implijer an termen haplologiezh (e saozneg: haplology) evit komz eus ar fed ma vez argaset ur silabenn p'en em gav renk ouzh renk div silabenn peuzheñvel pe peurheñvel e-kreiz ur ger.

Da skouer:

  • Euskareg: sagarrardo > sagardo ('sistr (avaloù)')
  • Saozneg (dre gomz): particularly > particuly; probably > probly
  • Latin: nutritrix > nutrix
  • Spagnoleg (dre gomz): mercado de devisas > mercado de visas

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]