Mont d’an endalc’had

Uzi

Eus Wikipedia
Uzi
Skeudenn ar pennad Uzi

Ur bistolenn-vindrailher Uzi
Kinnig
Bro Banniel Israel Israel
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher aotomatek
Munisionoù 9 × 19 mm Parabellum
9 × 21 mm IMI
.45 ACP
.22 Long Rifle
.41 AE
Produer Israel Military Industries
Mare implij 1952-2003 (e arme Israel)
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,5 kg
Mas (karget) 4 kg
Hirder (lamm dibleget) 640 mm
Hirder ar c'hanol 260 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 200 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 410 m/s
Endalc'h Kargerioù-fiñv 20, 25, 32, 40 pe 50 kartouchenn (stumm e 9 mm Parabellum)

An Uzi zo ur bistolenn-vindrailher ijinet en Israel gant an ijinour Uziel Gal adalek 1948 ha produet gant an embregerezh armoù Israel Military Industries (IMI).

Gwerzhet ez eus bet 10 milion eus hec'h adstummoù[1]. Awenet eo gant ar pistolennoù-mindrailher tchek SA 23 hag SA 25. E meur a film e weler anezhi hag e-touez ar pistolennoù-mindrailher brudetañ emañ. Deuet eo Uzi da vezañ un anv jenerek evit an armoù-mañ e genoù tud 'zo.

D'ar 14 a viz Mae 1948 e teuas Israel da vezañ ur stad dizalc'h. Brezel a savas buan etre ar vro nevez ha lod eus hec'h amezeien. Dizunvan e oa an armoù implijet gant Tsahal peogwir e teuent eus stokoù a bep seurt broioù dastumet goude an Eil Brezel-bed[2]. An embregerezh stad IMI a c'houlennas neuze gant daou soudard, al letanant a orin alaman Uziel Gal hag ar major Chaim Kara, sevel bep a raktres pistolenn-vindrailher nevez evit an arme. Dibabet e voe arm Uziel Gal abalamour dezhañ da vezañ marc'hadmatoc'h da broduiñ hag azasaetoc'h d'an emgannoù en dezerzh a-drugarez d'e wikefre. Anvet e voe an arm choazet diwar anv e ijinour, daoust dezhañ bezañ a-enep an implij-se[2].

Stumm kentañ an Uzi, dezhañ ul lamm koad (1952).

Uziel Gal a enrollas ur breved evit an arm e 1952, met chom a reas ar gwir da broduiñ anezhañ gant Ministrerezh an Difenn israelat. 8.000 skouerenn ha 80.000 karger a voe urzhiet e 1954 evit marc'had diabarzh ar vro. Ezporzhiet e voe an arm adalek 1956, met ne c'hallas ket IMI produiñ a-walc'h a armoù evit respont d'ar goulenn, hag aotreet e voe ul lisañs-produiñ d'an embregerezh belgiat FN Herstal e 1958, gant ma vije gwerzhet an UZI gantañ da vroioù aotreet gant Israel nemetken. E 1982 e oa bet produet ouzhpenn ur milion a skouerennoù evit an ezporzhiañ.[2]

War-zigresk ez a ar gwerzhioù adalek kreiz ar bloavezhioù 1970 abalamour da bouez brasoc'h-brasañ ar fuzuilhoù-arsailh war ar marc'had, AK-74 pe M16 hag all, ha da goll ar marc'had iranian goude dispac'h 1979 eno. Adstummoù a voe savet neuze gant IMI evit ar siviled, evel an UZI Carbine adalek 1979. A-benn mirout lañs an embregerezh war marc'had an armoù bihan e voe savet ar Mini Uzi e 1980 hag ar Micro Uzi e 1986. Stummoù damaotomatek hag un adstumm tostoc'h ouzh ur bistolenn (Uzi Pistol) a voe savet d'ar mare-se evit ar marc'had amerikan.[2]

E 2010 e voe kinniget an Uzi Pro, stumm modernizaet ar Micro Uzi. Produet e vez bremañ gant Israel Weapon Industries (IWI) en deus kemeret plas IMI goude e vije prevesaet e 2018.[3]

Kambret eo an Uzi diazez e 9 mm Parabellum, met adstummoù e .45 ACP hag e .22 LR a vez produet e Stadoù-Unanet Amerika. Pakoù evit lakaat an Uzi e .40 S&W pe 10 mm Auto a gaver ivez. Ar munision 9 mm orin, dezhañ ur galloud-toullañ izel hag un hed-tenn berr a-walc'h, a zo kaoz eus diskar an Uzi e trede kard an XXvet kantved pa oa e keverezerezh gant fuzuilhoù-arsailh efedusoc'h-efedusañ.[2]

Implij gant Israel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Uzi a grogas da vezañ implijet gant Tsahal e 1955. Implijet e voe da gentañ gant unvezioù harzlammerien hag an nerzhioù ispisial a-raok bezañ ledanaet e implij e-touez an droaderien, daoust dezhe ober gant an FN FAL dreist-holl[2]. Implijet e voe er Brezel C'hwec'h Devezh e-barzh ha tro-dro da Jeruzalem e-lec'h ma tiskouezas bezañ akomod en emgannoù-kêr. Koulskoude e oa re wan a-enep d'ar fuzuilhoù-arsailh Kalashnikov implijet gant ar broioù arab. Kemeret e voe he flas adalek 1973 gant ar fuzuilh-arsailh Galil met chom a reas implijet gant an nerzhioù ispisial hag ar polis. E 2003 e voe tennet diouzh ar servij en holl unvezhioù Tsahal hag erlec'hiet gant an Tavor.[2]

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinema ha skinwel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet e oa an Uzi e sevenadur poblek Stadoù-Unanet Amerika, dreist-holl er bloavezhioù 1980-1990. Implijet e vez gant Arnold Schwarzenegger er filmoù Terminator sevenet gant James Cameron (1984) ha Commando (1985), ha gant Chuck Norris en heuliad filmoù Delta Force kenbroduet en Israel. Stag eo ivez skeudenn an Uzi ouzh hini ar servijoù ispisial hag an torfederezh kement hag ar gangoù er Stadoù-Unanet abalamour d'hec'h implij e bed ar gangsta rap, daoust d'an niver a dud lazhet eno gant pistolennoù-mindrailher er bloavezhioù 1980 ha 1990 bezañ dister e-keñver armoù all.[2]

Ar c'hentañ armoù gwerzhet gant Yuri Orlov, penndudenn ar film Lord Of War, a zo Uzioù.

Torfedouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Uzi carbine a oa e-touez an armoù implijet e 1984 e lazhadeg McDonald's San Ysidro (San Diego, Kalifornia).

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Mc MANNERS Hugh, Ultimate Special Forces, DK Publishing, 2003, p. 157
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 2,5 2,6 ha2,7 (en) Mc NAB Chris, The Uzi Submachine Gun, Vol. 12, Osprey Publishing, dastumad Weapons, 2012, 80 p.
  3. (en) Pajenn an Uzi Pro war lec'hienn IWI USA (lennet d'ar 05/02/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan