Gang

Ur gang a vez graet eus ur vandenn tud gant ur sevenadur ha talvoudegezhioù boutin ganet dre al liammoù etre an izili hag an endro sokial ha kêrel lec'h ma vev izili ar gang. Kaoz a vez eus un aozadur torfed kenaozet. Unan eus ar perzhioù anatañ d'ur vandenn a vez an aesamant da implij ar feulster a-enep ar vandennoù all met ivez a-enep an dud dre vras gant ar c'hoant da ledanaat o tiriad pe da vrasaat o galloud. Kemer a ra perzh ar vandennadoù e obererezhioù torfedus ha gant un donder disheñvel.

An anavezadenn gant izili ar vandenn pe gant izili ar vandennadoù all a vez alies gant un tro en toull-bac'h hag ar sokializadur d'an ezel a vez dre tremen dre an toull-bac'h: an den a dap deskamant bed an torfedoù hag a-wechoù a zeu da vezañ penn d'ur vandenn dre bezañ bet toullbac'het. Lod bandennoù pe gang a gan en toullioù-bac'h.
Lod gang a glask kaout ul livadur bolitikel pe relijiel met pal pennañ an aozadurioù-se a chom da gaout muioc'h-muiañ a c'halloud.
Dielfennadur hag orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mammenn ar ger gang a vez kavet er yezh Alamaneg Gang, Gehen : baleadenn, bale. An Alamanted evit komz a zivout ur gang a implij ar ger Band evel evit ar « Baader Band » ( Strollad Baader-Meinhof), strollad sponterien eus Republik Kevreadel Alamagn er bloavezhioù 1970.
Gang dre bro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stadoù-Unanet Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aryan Brotherhood
- Bluebird Gang
- Black Guerrilla Family
- Border Brothers gang
- 38th street gang
- Dillinger Gang
- Folk Nation
- Fresno Bulldogs
- Gangster Disciples
- Lynwood Vikings
- Mara Salvatrucha
- Nuestra Familia