9 × 21 mm IMI
Neuz
9 × 21 mm IMI | |
---|---|
Kartouchennoù 9 × 21 mm IMI (a-gleiz) ha 9 mm Parabellum (a-zehou) | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | kreuzenn |
Doare skeiñ | e-kreiz |
Bro orin | Italia |
Mare produiñ | Abaoe 1980 |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 9,03 mm |
Ø trogleuziñ | 8,79 mm |
Ø kolier | 9,63 mm |
Ø korf an douilhez | 9,93 mm |
Ø strad | 9,96 mm |
Tevder ar strad | 1,27 mm |
Hirder an douilhez | 21,15 mm |
Hirder ar gartouchenn | 29,75 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 7,45 - 8 g |
Tizh mont e-maez V0 | 360 - 390 m/s |
Gwask ar gazoù d'ar muiañ | 2.350 bar |
Energiezh ar vannadell | 518 - 570 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An 9 × 21 mm IMI zo ur munision evit an armoù-dorn ijinet en Italia gant an embegerezh Jager. Savet e oa bet evit pourvezañ ar broioù e-lec'h ma oa difennet an 9 × 19 mm Parabellum war ar marc'had sivil. Deveret eo bet eus an 9 mm Parabellum en ur hiraat e zouilhez eus daou vilimetr hag en ur verraat e voled[1]. E 1980 eo bet choazet gant Tsahal en Israel, ha produet eo bet diwar-neuze gant Israel Military Industries. Implijet e vez en un nebeud armoù evel ar bistolenn Jericho hag ar bistolenn-vindrailher Uzi. Poblek e oa er Stadoù-Unanet evit ar c'henstrivadegoù tenn pleustrek meret gant an IPSC, met koll a ra tachenn tamm-ha-tamm[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP