Republik Viêt Nam
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Việt-Nam Cộng-Hòa Republik Viêt Nam | |||||||
| |||||||
Kan broadel | (« L’Appel aux Citoyens ») | ||||||
Sturienn | "Mammvro – Enor – Dever" | ||||||
Yezh ofisiel | Vietnameg, galleg, saozneg | ||||||
Kêr-benn | Saigon | ||||||
Gorread | 173,809 | ||||||
Poblañs • 1955 • E 1974 |
War-dro 12 milion 19 582 000 | ||||||
Prezidant | Ngô Đình Diệm (1955–1963), Nguyễn Văn Thiệu (1967–1975), Trần Văn Hương (1975), Dương Văn Minh (1975) | ||||||
Kentañ ministr | Nguyễn Ngọc Thơ (1963–1964), [[ Vũ Văn Mẫu]] (hini diwezhañ e 1975) | ||||||
Gouel broadel | |||||||
Erlec'hier | Republik Demokratel Viêt Nam | ||||||
Moneiz | Đồng (₫) |
Republik Viêt Nam (pe aliesoc'h Viêt Nam ar Su pe Su Viêt Nam) a oa ur Stad eus Azia ar Gevred etre 1955 ha 1975 e su ar Viêt Nam a vremañ. D'ar 26 a viz Here 1955 e tisklêrias ar c'hentañ ministr Ngô Đình Diệm Republik Viêt Nam goude ur referendom en doa goulennet meno pobl Su Vietnam diwar-benn digarg an impalaer Bảo Đại ha savadur ofisiel ur renad republikan, da dalañ ouzh an hegemoniezh komunour. Diêm a gemeras neuze penn ar Stad. Buan-kenañ, avat, Su Viêt Nam a zeuas da vezañ distabil abalamour da emsavadeg ar Việt Cộng harpet gant Republik Demokratel Viêt Nam (Norzh Viêt Nam) hag abalamour ma teue Diêm da vezañ muioc'h-mui aotrouniek ivez. Disoc'hañ a reas an enebiezh etre an div Stad e Brezel Viêt Nam, ma teuas ar Stadoù-Unanet da gemer ur perzh brasoc'h-brasañ. E 1963 e oa muntret Diêm da geñver un taol-Stad, hag a washaas c'hoazh an distabilded, hag a lakas an Amerikaned da gas muioc'h-mui a soudarded er vro.
Da get ez eas Republik Viêt Nam goude ma oa kemeret Saigon en desped da zivizoù Skridemglev Pariz, d'an 30 a viz Ebrel 1975, gant komunisted Norzh Viêt Nam. Goude ur prantad ma oa meret ar su gant Gouarnamant dispac'hel da c'hortoz ar Việt Cộng e oa staget Republik kozh Viêt Nam e 1976 ouzh an norzh komunour hag e teujont da vezãn Republik Sokialour Viêt Nam.