Battlefield Vietnam

Eus Wikipedia
Logo an heuliad Battlefield

Ur c'hoari tenn d'eus an heuliad Battlefield Serie ez eo, an eil bet embannet da heuil Battlefield 1942.

Savet ez eo bet gant ar studio Dice hag embannet gant Electronic Arts en 2004.

Un adembannadur a zo bet d'ar 15 a viz meurzh 2005 anvet Battlefield Viêt Nam: Redux, an titl a vez ur serr-lagad d'ar film Apocalypse Now: Redux

Dre berzh an adembannadur ez eus bet ouzhpennet en 2010 da Battlefield: Bad Company 2 ul lodenn o kemer perzh e-pad brezel Vietnam. An ouzhpennadur-se Battlefield: Bad Company 2 Vietnam a ro tro da c'hoari pemp kartenn ouzhpenn bet eo un heulienn adnevesaet eus ar c'haori Battlefield Vietnam.

Istor ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An istor en d'eus bet kemeret plas evel m'en embann sklaer e ditl en aergelc'h brezel Vietnam etre ar bloavezhioù 1965-1975.

Aergelc'h ar brezel drastus 'se a zo bet adsavet dindan un doare resis ha spis tra ma vije dre an armoù pe an dilhad pe c'hoazh ar mekanikoù.

Evit mont resisoc'h gant un aergelc'h gwirion ez eo bet ouzhpennet mouezhioù Amerikan ha Vietnamian. Ar sonerezh hag an trouzioù a glot ivez gant gwirvoud brezel Vietnam.

An tu a zo da c'hoari pe al lu Amerikan pe lu Su vietnam (ARVN) pe c'hoazh o enebourien ar Viet Cong ha lu Norzh Vietnam.

Kartennoù ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl kartennoù a vez tu da c'hoari a zo bet sevenet adal emgannioù gwir bet e-kerzh brezel Vietnam.

Kartennoù bountañ
Kartennoù trapañ ar banielloù
  • Operation Game Warden - Oberiadur brezel Game Warden
  • Operation Flaming Dart - Oberiadur brezel Flaming Dart
  • Operation Hastings - Oberiadur brezel Hastings
  • Operation Irving - Oberiadur brezel Irving
  • Operation Cedar Falls - Oberiadur brezel Cedar Falls
  • The Ia Drang Valley - Traonienn Ia Drang
  • Landing Zone Albany - Kelc'hiad douarañ Albany
  • Hue - 1968
  • Quang Tri - 1968
  • Quang Tri - 1972
  • Fall of Lang Vei - Kouezhadenn Lang Vei
  • Reclaiming Hue - Adkemer Hue
  • Siege of Khe Sahn - Sez Khe Sahn
  • Ho Chi Minh Trail - Riboul Ho Chi Minh
  • Cambodian Incursion - Argadenn e Kambodia
  • Defense of Con Thien - Difenn Con thien
  • Saigon - 1968
  • Fall of Saigon - Kouezhadenn Saigon

Armoù Battlefield Vietnam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An holl armoù a vezo kavet an tu da c'hoari gante er c'hoari a zo reoù gwirion hag implijet da wir er brezel.

Mekanikoù-brezel Battlefield Vietnam[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Memes mod 'vit an armoù ar mekanikoù a zo gwirion:

Sonerezh ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lod bras d'eus resisder ha plijusted an aergelc'h er c'hoari a zo deuet dre implij ar sonerezh d'eus ar bloavezhioù 1960 ha 1970.

Adkavet e vezo neuze sonerezh hag a zo gwir a-fed istorel:

  • Paint It black gant ar Rolling Stones
  • Fortunate Son gant Creedence Clearwater Revival
  • Somebody to love gant Jefferson Airplane

Tro-dro d'ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kalz degasoù gant ar c'hoarierien a zo bet da Battlefield Vietnam kartennoù-nevez, kartennoù adsavet, armoù .
  • Gant ar meziant Battlecraft hag a zo roet gant ar c'hoari ha tra ma vezer barrek a-walc'h e vez tu da sevel kartennoù, dilhadoù, armoù. Lod c'hoarierien o d'eus bet savet ouzhpennadurioù ledan anezho evel Eve Of Destruction, Road to Victory.
  • En heuliad c'hoarioù video Battlefield e vezo klevet kaoz adarre d'eus Brezel Vietnam en Battlefield : Bad Company 2 Vietnam.
  • Rebechoù a zo bet savet war digempouzhded an arm m-60 er c'hoari da geñver ar re all rak re greñv hag aes da implij ez eo.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]