Mosin-Nagant

Eus Wikipedia
Mosin-Nagant
Skeudenn ar pennad Mosin-Nagant

Ur fuzuilh Mosin-Nagant Stumm 1891
Kinnig
Bro Banniel Impalaeriezh Rusia Impalaeriezh Rusia, Banniel URSS URSS
Mont en-dro Fuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh
Munisionoù 7,62 x 54 mm R, .30-06 Springfield (skouerennoù prenet gant SUA), .22 Long Rifle (stumm-pleustriñ WZ48 polonat), 7,92 x 57 mm Mauser ha 8 x 50 mm R Mannlicher (stummoù adkambret eus skouerennoù tapet gant an armeoù alaman hag aostrian)
Produerien Manufacture d'Armes de Châtellerault, New England Westing House, Remington, uzinoù Toula, Sestroretsk, Ijvesk ha reoù all
Niver a skouerennoù produet War-dro 37.000.000
Mare implij 1891–1965 (e armeoù Rusia hag an URSS)
Stummoù nesañ M1891, 91/30, M38, M44
Pouez ha muzulioù

Stumm orin 1891

Mas (hep kartouchenn) 4,37 kg
Hirder 1.305 mm
Hirder ar c'hanol 802 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek Betek 800 m (stumm sniper)
Tizh mont e-maez ar boledoù 810 m/s hervez ar gartouchenn
Endalc'h 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar Mosin-Nagant, pe Fuzuilh teir linennad Stumm 91 hervez e anv ofisiel en arme rusian, zo ur fuzuilh tennata dre zorn produet adalek 1891 en Impalaeriezh Rusia evit an arme hag implijet gant armeoù an URSS betek 1965. Ganet e oa diwar labourioù an ofisour rusian Sergueï Mosin (1849 - 1902) hag an ijinour belgiat Léon Nagant (1833 - 1900).[1]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er brezel etre an Impalaeriezh Rusian hag an Impalaeriezh Otoman (1877-1878) e rae ar soudarded turk gant fuzuilhoù tennata pa oa chomet ar rusianed gant reoù un tenn. Daoust d'an trec'hioù war an dachenn e komprenas an ofisourien rusian e oa ret modernaat o armoù-skoaz. E 1889 e kinnigas ar c'habiten rusian Sergueï Mosin ur raktres fuzuilh teir linennad : ul linennad a dalveze 2,54 mm er sistem muzuliañ impalaerel ; talvezout a rae neuze e oa 7,62 mm kalibr an arm nevez. Ur fuzuilh tennata e oa, enni ur c'harger 8 kartouchenn (12 war stummoù nevesoc'h), o vont en-dro gant poultr du.

Er bloavezhioù 1880 e oa bet ijinet gant Léon Nagant ur fuzuilh tennata a oa bet nac'het gant bodadoù-dibab an arme belgiat. Pa glevas Nagant e oa an arme rusian o klask ur fuzuilh nevez da bourveziañ he soudarded e tennas gounid eus e zarempredoù mat gant ofiserien an Impalaeriezh evit kinnig e arm nevez d'an Tsar.

Etre miz Kerzu 1890 ha miz Meurzh 1891 e voe amprouet 300 skouerenn eus pep fuzuilh gant an arme rusian. Gwelloc'h ha resisoc'h e voe kavet an Nagant. An Tsar Aleksandr III a roas urzh koulskoude da Nagant ha Mosin da labourat asambles war ar fuzuilh nevez. Miret e voe kulasenn Mosin, ha sistem kargañ Nagant dre clips. Anvet e voe an arm nevez-c'hanet Fuzuilh teir linennad Stumm 91, met chom a reas an anv Mosin-Nagant an hini implijetañ goude.

Abalamour d'ar mank a vekanikoù e Rusia hag a-drugarez d'an emglev-difenn o c'henel etre Frañs ha Rusia e voe produet ar skouerennoù kentañ eus ar fuzuilh nevez er Manufacture d'Armes de Châtellerault etre 1891 ha 1895. Tamm-ha-tamm e prenas Rusia mekanikoù e Frañs hag e Suis ha kroget e voe da broduiñ an arm en uzinoù Toula, Sestroretsk hag Ijvesk.

Kambret e oa ar Mosin-Nagant evit ar c'hartouchennoù 7,62 x 54 mm R ijinet eviti e 1891. Ront e oa penn he boledoù da gentañ. E 1908 e voe gwelet e oa efedusoc'h ar boledoù begek evel reoù ar fuzuilhoù alaman Mauser. Adkambret e voe neuze ar braz eus ar Mosin-Nagant evit kartouchennoù 7,62 x 54 nevez, begek o boledoù.

Stummoù berroc'h eus ar fuzuilh, evel ar garabinenn 07, a voe produet evit ar marc'hegerezh rusian betek 1917.

Brezel-bed kentañ ha dispac'hoù 1917[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abalamour d'ar brezel e vankas a-daol-trumm milionoù a fuzuilhoù evit pourveziañ soudarded an Impalaeriezh. Urzhiadet e voe war-dro daou vilion a armoù, dre hanterouriezh Bro-Saoz, d'an embregerezhioù stadunanat New England Westing House (adalek miz Kerzu 1914) ha Remington (adalek 1916). E 1917 ec'h erruas ar fuzuilhoù kentañ e Rusia nemetken. Goude an Dispac'h eno e nac'has Lenin paeañ ar 36 milion a zollaroù a oa dleet d'an Amerikaned evit an armoù. Evit mirout ouzh Remington da vont da get e adprenas ar gouarnamant stadunanat ul lod eus an armoù digant Remington. Lod 'zo a voe adkambret e .30-06 Springfield da c'hellet bezañ implijet gant an arme amerikan.

Stumm 1938 ar Mosin-Nagant.

Deroù ar renad komunour hag Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1922 e c'houlennas pennoù an Arme Ruz e vefe izelaet an niver a fuzuilhoù disheñvel implijet gante. Krouet e voe un adstumm eus ar Mosin-Nagant, an 91/30. Berraet e voe ar c'hanol hag implijet e voe ar sistem metrek evit ar vizerez. Simplaet e voe evit ma vije aesoc'h da broduiñ : 42 eurvezh labour a ranked kas evit produiñ ur stumm 91, ha 13 eurvezh nemetken evit un 91/30. Servijout a reas en Arme Ruz adalek 1930. Ouzhpenn 13 milion a skouerennoù eus ar stumm 91/30 a voe produet. Fuzuilh diazez troadeien an URSS e voe da vare an Eil Brezel-bed. E 1938 e voe berraet an 91/30 hag anvet ar stumm nevez M38. Ur stumm all, an M44, dezhañ ur vaionetez plegus, a voe produet 3,5 milion a skouerennoù anezhañ etre 1944 ha 1945.

Meur a adstumm pe kopiennoù eus ar Mosin-Nagant a zo bet savet hag a vez produet c'hoazh.

Implij[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e voe ar Mosin-Nagant evit ar wech kentañ da vare brezel 1904 etre Japan ha Rusia. Servijout a reas ivez er Brezel-bed kentañ. Da vare brezel Spagn e voe pourveziet ar republikaned spagnolat gant an arm. Fuzuilh diazez milionoù a soudarded eus an Arme Ruz e voe e-pad an Eil Brezel-bed. Implijet e voe er bloavezhioù 1990 er brezelioù a savas da vare disrann Yougoslavia. Fuzuilhoù Mosin-Nagant a zo bet gwelet e 2022 ha 2023 etre daouarn stourmerien Republikoù Donetsk ha Louhansk.[2]

Prizet eo ar Mosin-Nagant e bed ar sportoù tennañ evit an amprouennoù Tennañ gant Armoù Reoliek (TAR) abalamour d'he friz izel.

Levrlennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (de) WROBEL Karl-Heinz, Drei Lienen, Die Gewehre Mosin-Nagant (levrenn 1), Journal Verlag Schwend, 1999, 400 p.
  • (de) WROBEL Karl-Heinz, Drei Lienen, Die Gewehre Mosin-Nagant (levrenn 2), DWJ Verlag, 2003, 312 p.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'imprévu, 2002, p.128-129
  2. (fr) BERNAUDEAU Anatole, Guerre en Ukraine : tanks de 1954, fusils des années 30..., e La Dépêche, 05/07/2023 (lennet d'ar 27/03/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan