Robert Zemeckis
Ganet eo bet Robert Lee Zemeckis d'ar 14 a viz Mae 1951 e Chicago e Stadoù-Unanet Amerika.
Disheñvel eo e labour eus hini ar sevenerien all gant an implij a ra eus an efedoù ispisial, dreist-holl e-barzh Who Framed Roger Rabbit. Er film-se e vez mesket tresadennoù-bev ha skeudennoù gwir. Gwelet e vez da skouer an aktour Tom Hanks e diellfilmoù istorel er film Forrest Gump. Meur a wech eo bet anvet da gaout prizioù. Oscar ar sevener gwellañ en deus bet evit e film Forrest Gump.
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Back to the Future (1985)
- Who Framed Roger Rabbit (1988)
- Back to the Future 2 (1989)
- Back to the Future 3 (1990)
- Forrest Gump (1994), gant Tom Hanks
- Cast Away (2000), gant Tom Hanks
- The Polar Express (2003)