Denzel Washington

Eus Wikipedia
Denzel Washington (2018)

Denzel Hayes Washington, Jr. (ganet d'an 28 a viz Kerzu 1954) a zo un aktour hag ur saver-filmoù amerikan. Gounezet en deus div wech an Academy Award (Oscar) evit e c'hoari. C'hoariet en deus tudennoù pouezus er Stadoù Unanet Amerika, evel Malcolm X, Frank Lukas, Rubin "Hurricane" Carter, Steve Biko, pe c'hoazh Melvin B. Tolson.

E vugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet eo Denzel Washington, e New York City d'an 28 a viz Kerzu 1954. D'e pevarzek vloaz, pa oa e zud o dibriediñ, aet eo d'ober e studioù e Pennigton Grimes Elementary School, e-kichen Mount Vernon. Adalek ar mare-se en doa bet c'hoant bezañ sportour broadel. Met, a-benn ar fin, graet en deus ul lodenn bras eus e studioù e Fordham University er gevrenn kazetenner ha c'hoarier pezhioù-c'hoari. Kroget en deus eno da vout dedennet gant ar sinema ha goude an arnodennoù ez eo aet war ar studi en "American Conservaotry Theatre" e-pad bloaz.

Penn kentañ e vicher[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kroget en deus e vicher, aktour, dre ar skinwel e 1977 en ur film lesanvet Wilma. Carbon Copy a zo bet e film sinema kentañ e 1981. met, aze, graet en deus un ehan bras gant ar sinema, evit bezañ da 100% en ur steudad war an ospital : St Elsewhere eus 1982 ha 1986. Unan eus ar re nemetañ, e oa Denzel Washington, hag en deus dalc'het betek penn eus ar 6 bloavezh bet skignet er skinwel. Adkroget en deus ar sinema, e 1987 gant Cry freedom eus Richard Attenborought ; c'hoari a ra un afrikan eus Afrika ar Su hag a zo a-enep an apartheid. Anvet e oa evit resev Oscar an aktour a eil renk gwellañ, met hep gounit anezhañ. Ret zo gortoz 1989 evit gwelet Denzel Washington kaout an Oscar gentañ gantañ evit ur roll a eil renk evit ur sklav dieubet e-barzh Glory. Hag ar memes bloavezh ober a ra ur gwir daol-kaer a vez graet gantañ en ur c'hoari ur soudard hag a zeu da vezañ diwaller rouanez Bro-Saoz e barzh For Queen and Country

Bloavezhioù 1990[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

e-pad an Hañv 1990, kregiñ a ra ur film Mississippi Masala lec'h ma c'hoari Demetrius Williams. Zoken ma'z eo bet youc'het dezhañ gant ar gazetennoù, e chomo divrud ar film-mañ. Goude e krogo gant rolloù sinema eus ar re vrasañ, an hini kentañ o vezañ Malcolm X er film gant ar memes anv, sevenet gant Spike Lee, e vignon. Anvet eo bet evit Oscar ar gwellañ aktour, abalamour d'e c'hoari eus ar re wellañ evit unan hag a zo bet e penn ur strollad evit ar re zu, met ne dapo ket anezhañ. E keit-se ar film a zo deuet da vezañ unan eus bravañ filmoù ar bloavezhioù 90. Adal neuze he deus cheñchet buhez Denzel Washington. Kinniget e vez dezhañ c'hoari e-barzh filmoù evel unan diwar-benn Martin Luther King, met nac'hañ a ra, peogwir n'en deus ket c'hoant dont da vezañ un typecast.

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ