Mont d’an endalc’had

Pathet Lao

Eus Wikipedia
Pathet Lao
luskad dieubidigezh broadel, Rezistañs, luskad guerrilla
Deiziad krouiñ1950 Kemmañ
LealdedLao People's Revolutionary Party Kemmañ
Brezelbrezel diabarzh Laos Kemmañ
StadLaos Kemmañ
Luskad politikelTu kleiz Kemmañ
Ideologiezh politikelleft-wing nationalism, anti-imperialism Kemmañ
Deiziad divodañ2 Kzu 1975 Kemmañ

Ar Pathet Lao (Lao: ປະເທດລາວ, Pa thēt Lāo "Broad Lao") a vez graet eus un aozadur politikel ha milourel komunour e Laos, savet e-kreiz an XXvet kantved. Al luskad a gemeras ar galloud e 1975, goude brezel diabarzh Laos. Ar Pathet Lao a oa chomet liammet don gant komunisted Vietnam. E-pad ar brezel-diabarzh, e oa urzhiet, dafaret betek suj da Arme Pobl Vietnam. Stourmet o devoa asambles a-enep an nerzhioù enep-komunour e-pad Brezel Vietnam. Gant an amzer o redek an anv Pathet Lao a zo deuet da vezañ un termenadur hollek evit ar gomunourien eus Laos.

Ar strollad politikel Pathet Lao a oa anvet da gentañ "Strollad ar re Lao" (1955–1972) ha goude-se "Strollad dispac'hel ar bobl Lao" (1972–bremañ). Pennoù bras ar Pathet Lao e oa ar Priñs Souphanouvong, Kaysone Phomvihane, Phoumi Vongvichit, Nouhak Phoumsavanh ha Khamtay Siphandone.

Skourr politikel ar Pathet Lao, anvet an "Talbenn brogarour Lao" (Lao: Neo Lao Hak Xat) a voe implijet e meur a gevredad e gouarnamantoù adalek ar bloavezh 1956.