Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus AFNA)
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel AFNA

Dre ma kreske armoù nukleel an URSS e talc'has ar Stadoù-Unanet da vodañ ar riezoù demokratel a oa prest da stourm ouzh he levezon ideologel ha d'he galloud milourel. Savet e voe Aozadur Feur-Emglev Mor Atlantel an Norzh d'ar 4 a viz Ebrel 1949, anezhañ un aozadur etrebroadel milourel savet e-touez sinerien Feur-emglev Mor Atlantel an Norzh (1947).
An daou anvadur ofisiel a zo : North Atlantic Treaty Organisation (NATO), e saozneg, hag Organisation du Traité de l'Atlantique du Nord (OTAN), e galleg. E Brusel emañ ar sez.

NATO a oa un aozadur politikel dreist-holl a-raok ma voe kroget Brezel Korea. Adal ar brezel drastus-se e voe roet nerzh d'ur frammadur resisoc'h eus ar Stadoù ezel, savet e voe un aozadur milourel didan sujidigezh daou komandant penn stadunanat. Red ar Brezel Yen a zegasas kevezerezh gant stadoù ezel Pakt Varsovia a voe savet e 1955.

Emastenn AFNA en Europa

Douetañs a oa savet da geñver nerzh an aozadur hag al liammoù etre an izili en Europa eus un tu ha gant Stadoù-Unanet Amerika eus an tu all. Douetañs a oa savet ivez da geñver penaos talañ ouzh un aloubadeg gant ar soviediz. Bro-C'hall a voe an ezel oc'h ober ar muiañ a drouz, betek sevel un nerzh tagañ nukleel ha kuitaat an aozadur milourel adal 1966 hag e-pad 30 vloaz.

Goude kouezhadenn Moger Berlin e 1989, an aozadur a voe desachet etrezek disparti Yougoslavia. Eno e voe kaset ar c'hentañ kampagn milourel e Bosnia etre 1992 betek 1995 ha goude-se e Yougoslavia e 1999. Da geñver politikerezh an aozadur a zo gwelet gwelloc'h gant ez izili Pakt Varsovia, ul lod bras anezho o vezañ emezelet en Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel etre 1999 ha 2004.

Sinerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar sinerien gentañ evit mont en AFNA a voe:

E 1952 e voe astennet an aozadur, evit difenn talbenn gevred ar pezh a veze anvet ar bed frank:

Riezoù all a yeas e-barzh da c'houde:

War ar renk evit bezañ e-barzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]