Mont d’an endalc’had

AUKUS

Eus Wikipedia
AUKUS
aozadur etregouarnamantel, military technology
Iskevrennad eusConception of Collective Security in the Pacific Rim Kemmañ
Deiziad krouiñ15 Gwe 2021 Kemmañ
Anvet diwarAostralia, Rouantelezh-Unanet, Stadoù-Unanet Kemmañ
Lec'hMor Reter Sina, South Pacific Ocean, Indo-Pacific, territorial claims in Antarctica Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Dezverket dretrilateralism Kemmañ
Subject has rolecollective security Kemmañ
Announcement date15 Gwe 2021 Kemmañ
Kartenn an AUUKUS

AUKUS (distaget /ˈɔːkəs/ e saozneg), skrivet ivez Aukus ha raloc'h AUUKUS (evit AUstralia, UK hag US)[1] zo un emglev etre teir bro : Aostralia, ar Rouantelezh-Unanet, ha Stadoù-Unanet Amerika, embannet d'ar 15 a viz Gwengolo 2021 evit tachenn an Indez-Habask. Gant ar pakt-se, SUA hag ar Rouantelezh-Unanet a rank sikour Aostralia da gaout listri-spluj nukleel.

An emglev a zo ivez unan kenskoazell evit tachenn ar cyber, ar speredegezh ardaouel hag an emrenadur, an teknologiezhoù quantek, an teknologiezhoù dindan-vor, hypersonek hag enep-counter-hypersonek, ar brezel elektronek, kement hag an eskemm titouroù.

An emglev a zo da gentañ-holl unan milourel, met disheñvel diouzh hini ar Five Eyes hag a zo ur c'henemglev a-fed titouriñ met gant Zeland-Nevez ha Kanada e-barzh.

An emglev a zo bet degemeret etre hervez ar broioù. Evit gouarnamant Sina eo bet degemeret fall-spontus, rebechet eo bet d'an teir bro gornôgel bezañ en ur "spered Brezel Yen".

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]