Southeast Asia Treaty Organization

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Banniel ar SEATO

Ar Southeast Asia Treaty Organization (SEATO) a oa un aozadur difenn etrebroadel en Azia ar gevred savet da-heul ar Southeast Asia Collective Defense Treaty, pe Manila Pact, sinet e miz Gwengolo 1954 e Manila, Filipinez. An aozadur ofisiel a oa bet savet d'an 19 a viz C'hwevrer 1955 e-pad un emvod eus an izili e Bangkok, e Thailand. Pennlec'h an aozadur zo chomet e Bangkok. Eizh ezel a oa d'an aozadur. Daoust d'an anv e oant broioù, alies, hag a oa e diavaez ar rann-se eus ar bed : Aostralia (hag a rene Papoua Ginea-Nevez), Bro-C'hall (a oa o paouez kuitaat Indez-Sina), Zeland-Nevez, Pakistan (Kornaoueg ha Reter), Filipinez, Thailand, ar Rouantelezh Unanet (a rene Hong Kong, Norzh Borneo ha Sarawak) ha Stadoù Unanet Amerika. E gevred Azia ne oa nemet Filipinez ha Thailand hag a oa e-barzh an aozadur.

Izili ar SEATO

Da zigentañ e oa bet krouet an aozadur evit talañ ouzh ar gomunouriezh en Azia ar gevred. Ar SEATO a vez gwelet hiziv-an-deiz evel un taol kleze en dour dre ma oa sach-blev etre an izili ha dre-se ne oa ket posupl implij an nerzh milourel kevredet. En desped da se e oa bet krouet un diazez a-fet ar sevenadur hag an deskadurezh hag a zo chomet e-pad pell en tachennoù-se. Roet e oa bet lamm d'ar Southeast Asia Treaty Organization d'an 30 a viz Even 1977, ur wech kollet ar c'hoant gant an izili da sikour hag implij an aozadur.