Federal Ammunition
Federal Ammunition zo un embregerezh munisionoù stadunanat savet e 1916 e Anoka (Minnesota). Perzh eo bremañ eus ar strollad Vista Outdoor.[1]
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouet e oa bet ar Federal Cartridge and Machine Company e 1916 e Anoka da vare ar Brezel-bed Kentañ evit tennañ splet eus kresk ar goulenn war ar munisionoù er bed. Goude ar brezel e voe serret an uzin, met adprenet e voe 1922 gant Charles L. Horn a adlañsas ar produiñ hag a lakaas an embregerezh da greskiñ dindan an anv Federal Cartridge Corporation.[2] E-pad an Eil Brezel-bed e produas 1,4 milion a gartouchennoù kalibr 12 evit entanañ obuzioù-mortez saoz ha stadunanat.[3] Dibaoe fin ar brezel-bed e produ munisionoù armoù-tan hiniennel a bep kalibr evit ar polis pe an dennerien sport dreist-holl.
Merkoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e istor en deus produet Federal munisionoù dindan anvioù all evel Red Head, Hawthorne, American Eagle pe Gamble.[4]
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Brands war lec'hienn Vista Outdoor (lennet d'an 23/06/2024)
- ↑ (en) An era ends and a legacy endures war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 23/06/2024)
- ↑ (en) Federal goes to war war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 23/06/2024)
- ↑ '(en)' Federal under another name war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 23/06/2024)