Mont d’an endalc’had

Fiocchi Munizioni

Eus Wikipedia

Fiocchi Munizioni (anvet ivez Fiocchi Ammunition evit e rann stadunanat) zo un embregerezh munisionoù hag elfennoù munisionoù armoù-tan hiniennel bet krouet e 1876 e Lecco (Lombardia, Italia), gant Giulio Fiocchi.

Strad ur gartouchenn .450 Corto, ur c'halibr kozh ha ral bremañ, produet gant Fiocchi

Produiñ a reas an embregerezh munisionoù evit arme Italia er Brezel-bed Kentañ koulz hag en Eil Brezel-bed. Adalek 1943 e voe distrujet ul lodenn eus an uzinoù gant bombezadegoù. Goude ar brezel e akrogas ar familh Fiocchi gant ar produerezh diwar netra pe dost[1]. Adalek ar bloavezhioù 1950 e troas an embregerezh war-zu ar siviled o krouiñ munisionoù evit ar siviled hag ar chaseal[2], ha kregiñ a reas da ezporzhiañ produioù war-zu ar Stadoù-Unanet[3]. Tapout a reas goude an aotre da werzhañ e broduerezh da armeoù AFNA, evit ar c'halibroù 9 mm Parabellum, 5,56 mm ha 7,62 mm[2].

E 1983 e tiorroas c'hoazh en ur grouiñ ur rann anvet Fiocchi Ammunition er Stadoù-Unanet. Un uzin a voe savet e Ozark (Missouri). 200 den a labour enni hiziv-an-deiz, ha sevel a ra 80% eus ar munisionoù pe elfennoù munisionoù gwerzhet gant Fiocchi er vro-se[3]. Ur rann all, Fiocchi UK, a voe digoret er Rouantelezh-Unanet e 2007[2]. E 2022 ez eus bet prenet 70% eus Fiocchi gant ar strollad tchek CSG, ha chomet eo 30% gant ar familh Fiocchi, a ren c'hoazh war ar strollad hiziv-an-deiz. 1.300 den a laboure en holl evit Fiocchi ha 380 milion a euroioù en doa gounezet ar strollad e 2022[4].

Produiñ a ra hiziv-an-deiz elfennoù evit adkargañ kartouchennoù, hag anavezet eo ivez evit ober munisionoù nebeut-implijet pe kozh evel an 8 mm Lebel, an 9 mm Steyr pe ar 5,75 mm Velodog, ouzphenn d'ar munisionoù klaseloc'h evit ar chase, ar polis, an arme pe ar sportoù tennañ[5].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Fiocchi Ammo - An Interview with Carlo Fiocchi, Lucky Gunner (lennet d'an 13/10/2024)
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (en) Company war lec'hienn Fiocchi (lennet d'an 13/10/2024)
  3. 3,0 ha3,1 (en) About us war lec'hienn Fiocchi USA (lennet d'an 13/10/2024)
  4. (en) Czechoslovak Group acquired a majority share in Fiocchi Munizioni, the world's leading manufacturer of small caliber ammunition, war lec'hienn Czechoslovak Group, 24/11/2022 (lennet d'ar 14/10/2024)
  5. (en) Lennet war gatalog enlinenn an embregerezh (14/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan