9 × 23 mm Steyr
Neuz
9 × 23 mm Steyr | |
---|---|
Ur gartouchenn 9 mm Steyr | |
Doare | |
Doare korf an douilhez | Kreuzenn |
Doare skeiñ | E-kreiz |
Bro orin | Aostria-Hungaria |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 9,03 mm |
Ø kolier | 9,62 mm |
Ø korf an douilhez | 9,70 mm |
Ø strad | 9,70 mm |
Tevder ar strad | 1,25 mm |
Hirder an douilhez | 23,20 mm |
Hirder ar gartouchenn | 32,99 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 7 g |
Tizh mont e-maez V0 | 312 - 370 m/s |
Energiezh ar vannadell | 363 - 526 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An 9 × 23 mm Steyr, anvet ivez 9 mm Steyr, zo ur c'halibr kartouchennoù ijinet e 1911 gant an embregerezh aostrian Steyr evit ar bistolenn damaotomatek Steyr M1912[1]. Implijet e oa bet er bistolenn-vindrailher MP 34 ivez. Goude an Anschluss e 1938 e voe adkambret an armoù-mañ e 9 mm Parabellum evit kordañ gant ezhommoù ar Wehrmacht. Ral eo an armoù e 9 mm Steyr hiziv-an-deiz, ha produet e vez ar munision-mañ gant an embregerezh italian Fiocchi a-nebeudoù hepken[2].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP
- ↑ (en) TFB Round Table: Parabellum and Luger? What About 9mm Steyr?, war The Firearm Blog, 09/03/2020 (lennet d'an 29/09/2024)
- ↑ (en) 9 STEYR war lec'hienn Fiocchi Munizioni (lennet d'an 29/09/2024)