Mont d’an endalc’had

Steyr M1912 (pistolenn)

Eus Wikipedia
Steyr M1912


Ur bistolenn Steyr M1912, ganti he laonenn-gargañ hag ur voestad kartouchennoù 9 × 23 mm Steyr
Kinnig
Bro orin Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munisionoù 9 × 23 mm Steyr (stumm orin)
9 × 19 mm Parabellum
Produerien Steyr-Mannlicher
Mare produiñ 1912 - bloavezhioù 1920
Skouerennoù produet Etre 250 000 ha 313 000
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 1,2 kg
Hirder 216 mm
Hirder ar c'hanol 128 mm

Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh ar boledoù V0 375 m/s
Endalc'h Karger diabarzh 8 kartouchenn pourvezet gant ul laonenn-gargañ
Stummoù Doppelpistole M1912 ha Repetierpistole M1912/P16 : karger diabarzh 16 kartouchenn pourvezet gant ul laonenn-gargañ
Adstummoù 9 mm Pistole 12 (ö)
Doppelpistole M1912
Repetierpistole M1912/P16
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Steyr M1912, anvet ivez Steyr-Hahn, zo ur bistolenn damaotomatek ijinet gant an embregerezh Steyr-Mannlicher ha produet gantañ adalek 1912. Arm-dorn standart arme Aostria-Hungaria e voe da vare ar Brezel-bed Kentañ. Kambret e oa da gentañ e 9 × 23 mm Steyr. Goude an Anschluss e 1938 e voe adkambret war-dro 200 000 skouerenn anezhi evit ar c'hartouchennoù 9 mm Parabellum implijet en arme alaman[1]. Anvet e voe an arm Pistole 12 (ö) e nomenkladur ar Wehrmacht.

Ijinet e voe adalek 1908-1909, ha breouet e voe he stumm kentañ e 1911 gant an ÖWG[2]. He c'hanol a dro evit morailhañ he c'hulasenn. Diabarzh eo he c'harger 8 kartouchenn : pourveziet eo gant ul laonenn-gargañ. Gellet a ra bezañ implijet he flatinenn e mod un-ober a-drugarez d'he c'hi diavaez.

Implij ha produiñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 250 000 ha 313 000 skouerenn eus ar Steyr M1912 a voe produet etre 1912 ha 1945. Lod anezhe a servijas da bolis Aostria er bloavezhioù 1940[3]. Prenet e voe ivez gant armeoù Chile, Roumania ha Bavaria, ha produet e voe un nebeud anezhe evit ar marc'had sivil [2]:

  • Chile Chile : 5 000 skouerenn urzhiet evit an arme e 1912.
  • Banniel Roumania Roumania : 50 000 skouerenn urzhiet e 1912. Ul lodenn anezhe, ha ne oa ket bet kaset da Roumania c'hoazh, a voe seziset gant Aostria-Hungaria e sizhunvezhioù kentañ ar Brezel-bed Kentañ.
  • Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria : urzhiadenn gentañ evit an arme e dibenn 1914. Etre 181 140 ha 202 500 skouerenn a voe produet evit arme ar vro betek 1918. E 1919, etre 18 000 ha 23 000 pistolenn a voe produet evit pourveziañ Republik Aostria alaman nevez-c'hanet.
  • Bavaria Bavaria : 1 000 skouerenn adalek miz Even 1916 ; 9 000 skouerenn betek miz Ebrel 1917 ; 6 000 skouerenn e 1918.
  • War-dro 5 500 skouerenn eus ar Steyr M1912 zo bet produet evit ar marc'had sivil e 1913.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (de) MÖTZ Jozef, SCHUY Joschi, Vom Ursprung der Selbstladepistole: Repetier- und Selbstladepistolen in Österreich-Ungarn 1884 bis 1918, Mag. Mötz, 2007, 862 p., ISBN 978-3950234206
  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 78
  2. 1 2 (fr) BARRET Marc, Le pistolet Steyr-Hahn Mod. 1912, Cibles n°661, miz Gouere 2025, pp. 38-42
  3. (en) MC COLLUM Ian, RIA: Steyr-Hahn Pistol Variations, Forgotten Weapons, 02/06/2016 (lennet d'an 22/05/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan