Sellier & Bellot

Eus Wikipedia

Sellier & Bellot zo un embregerezh munisionoù armoù-tan hiniennel krouet e 1825 ha diazezet e Vlašim (Tchekia).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1825 e voe krouet an embregerezh e-kichen Praha, gant daou c'hall : Louis Sellier (1790-1870), aet kuit eus Frañs da vare Napoleon evit chom hep servij en arme, hag e genvroad Jean Marie Nicolas Bellot (1797-1880). Da gentañ e veze produet emorsoù enne fulminat merkur el labouradeg. Dindan warez impalaer Aostria e oa an embregerezh neuze.[1]

Ouzhpenn d'an emorsoù e krogas an embregerezh da broduiñ boledoù er bloavezhioù 1860 ha tarzherioù dinamit e 1871. E 1915 e voe prenet an uzin gant ar strollad Steyr ha produet kartouchennoù 8 mm Mannlicher evit armeoù Aostria-Hungaria. E 1922, goude krouidigezh Tchekoslovakia, e voe adprenet Sellier & Bellot gant an ti-bank Czechoslovak Industrial Bank. Diwar-neuze e voe produet kartouchennoù 7,92 mm Mauser ha .380 ACP gant Sellier & Bellot.

E-pad an Eil Brezel-bed e produas an embregerezh obuzioù enep-kirri-nij 20 mm ha kartouchennoù 7,92 mm Mauser ha 9 mm Parabellum diwar urzh an Alamaned a oa o ren war ar vro. Goude fin ar brezel e voe broadelet an embregerezh e miz Here 1945. Produet e voe gantañ kartouchennoù 7,62 x 45 mm evit arme Tchekoslovakia etre 1952 ha 1957. E 1957 e krogas Sellier & Bellot d'ober kartouchennoù 7,62 x 39 mm hag a gorde gant armoù standard nevez an URSS. E 1980 e tapas Sellier & Bellot an unwerzh war ar munisionoù bihan o c'halibr produet e Tchekoslovakia.

Goude fin an URSS e voe prevesaet an embregerezh. E 2009 e voe prenet gant ar strollad CBC, a werzhas anezhañ e 2023 d'ar strollad tchek Colt CZ Group.[2] Hiziv an deiz e produ Sellier & Bellot kartouchennoù hag elfennoù munisionoù armoù-tan hiniennel evit ar chase, an nerzhioù-surentez hag ar sportoù tennañ.[3] Produiñ a ra ivez ar munisionoù gwerzhet dindan an anv Solognac er stalioù sport Decathlon.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (en) Company war lec'hienn Sellier & Bellot (lennet d'an 28/04/2024)
  2. (en) Colt CZ Group SE acquires traditionnal czech manufacturer of small caliber ammunition Sellier & Bellot war lec'hienn Colt CZ Group, 18/12/2023 (lennet d'an 28/04/2024)
  3. (en) Products war lec'hienn Sellier & Bellot (lennet d'an 28/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan