Mont d’an endalc’had

CCI (munisionoù)

Eus Wikipedia

CCI (evit Cascade Cartridge Inc.), diazezet e Lewiston (Idaho, Stadoù-Unanet Amerika), a zo un embregerezh hag a brodu munisionoù armoù-tan hiniennel hag emorsoù evit adkargañ anezhe.

Krouet e oa bet e 1951 gant Dick Speer[1], diwar an embregerezh produiñ boledoù Speer Bullets bet savet gant e vreur Vernon. Abalamour da efedoù an Eil Brezel-bed e oa diaes c'hoazh kavout elfennoù munisionoù war ar marc'had sivil er Stadoù-Unanet, ha kregiñ a reas an daou vreur da broduiñ douilhezioù hag emorsoù.

E 1963 e savjont o munision kentañ e kalibr .22, ar Mini-mag, hag e 1975 ar Stinger, ur gartouchenn .22 Long Rifle prim-tre e-touez ar re c'halloudusañ er c'halibr-se. Diwar neuze hag a-drugarez da broduioù all evel ar Blazer eo deuet CCI da vezañ unan eus ar merkoù brudetañ er bed e-touez ar broduerien kartouchennoù skoet war o zro[2]. Anavezet mat eo ar merk e bed ar sportoù tennañ, hag implijet e vez e vunisionoù gant meur a gleub tennañ.

Perzh eo bremañ eus ar bodad merkoù The Kinetic Group, a oa renet betek 2024 gant ar strollad Vista Outdoor, a oa perc'henn war ar merkoù munisionoù Federal ha Remington ivez.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) CCI Ammunition, Officer.com (lennet d'an 02/09/2025)
  2. (en) FAUBION David, CCI Ammo Factory Tour, Guns & Ammo, 09/01/2020 (lennet d'an 02/09/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan