.300 AAC Blackout
Neuz
| .300 AAC Blackout | |
|---|---|
Teir c'hartouchenn .300 AAC Blackout disheñvel o boledoù, div gartouchenn 5,56 × 45 mm NATO ha 7,62 × 39 mm M43 (a gleiz da zehou) | |
| Perzhioù | |
| Bro orin | |
| Doare korf an douilhez | kreuzenn |
| Doare skeiñ | e-kreiz |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 7,82 mm |
| Ø trogleuziñ | 7,62 mm |
| Ø kolier | 8,4 mm |
| Ø korf an douilhez | 9,55 mm |
| Ø strad | 9,6 mm |
| Hirder an douilhez | 34,7 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 57 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 6 - 14 g |
| Tizh mont e-maez V0 | 310 - 850 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 675 - 1867 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
An .300 AAC Blackout, anvet ivez 300 BLK pe 7,62 × 35 mm, zo ur munision krouet e 2009 gant an embregerezh stadunanat Advanced Armament Corporation. Deveret eo diouzh an .300 Whisper, ur gartouchenn Wildcat, ha gellet a ra bezañ implijet er fuzuilhoù-arsailh doare AR-15[1]. War-bouez ar c'hanol e kord gant holl bezhioù an armoù kambret e 5,56 × 45 mm NATO. Daoust d'e vent e c'hall bezañ subsonek e voled.
Ganet e oa diwar-c'houlenn nerzhioù ispisial rannoù disheñvel eus an arme stadunanat a c'houlenne ur munision en ur c'halibr tost ouzh hini ar 5,56 mm met gant ur galloud-herzel uheloc'h hag an tu da vezañ implijet e kanolioù berr dezhe ur reduer-son[2].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Taolenn ar munision war lec'hienn ar CIP