Mont d’an endalc’had

Águila Ammunition

Eus Wikipedia
Logo an embregerezh
Logo an embregerezh

Águila Ammunition, anvet boaz Aguila, a zo ur produer munisionoù meksikan krouet e 1961 e Cuernavaca, e stad Morelos.

Savet e oa bet an embregerezh e 1961 dindan an anv Cartuchos Deportivos de México S.A de C.V., diwar ur c'henlabour etre Bank Broadel Mec'hiko hag an embregerezh stadunanat Remington. Ar munisionoù a voe produet dindan an anv Aguila adalek 1970[1]. Anvet eo bremañ Industrias Tecnos S.A de C.V. en ur mod ofisiel. Div labouradeg en deus an embregerezh e Mec'hiko hag en Texas. Produiñ a ra bremañ kartouchennoù skoet war o zro ha reoù skoet en o c'hreiz evit nerzhioù surentez Mec'hiko (abaoe 1964)[2], armeoù all er bed ha bed ar sportoù tennañ.

Unan eus ar brasañ produerien munisionoù eo deuet da vezañ abaoe ar bloavezhioù 2010. Ezporzhiañ a ra e 28 bro, e Stadoù-Unanet Amerika, Europa hag Azia dreist-holl[1].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. 1 2 (es) Nuestra Historia war lec'hienn Águila (lennet d'ar 06/02/2026)
  2. ↑ (en) Our story war lec'hienn ar merk (lennet d'an 13/04/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan