Koulerinenn
Ur goulerinenn a oa un doare kanol. Implijet e voe an termen e fin ar Grennamzer evit ober anv eus un arm bihan a c'halle bezañ implijet gant un den hepken. E-pad an Azginivelezh e voe graet gant ar ger evit envel kanolioù kalz hiroc'h ha brasoc'h o c'halibr.
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gorzenn vetal e oa ar goulerinenn. Karget e veze dre he beg gant poultr hag ur boled kanol, e houarn peurliesañ. Serr penn-da-benn e oa he fenn all, war-bouez un toullig a veze silet un orjalenn dommet pe ur vechenn entanet drezañ evit lakaat ar poultr da darzhañ. Koulerinennoù a bep seurt ment a gaved. Ar re gentañ anezhe a c'halle bezañ douget hag implijet gant un den hepken. Aesoc'h e oant da ziblasañ evit ar ribauldequin. Ur soudard gourdonet mat a c'halle tennañ div pe deir gwech bep munutenn gant ur goulerinenn. Efedus e oant pa oant strollet war an tachennoù-emgann[1]. Meneg a gaver eus an armoù-mañ evit ar wech kentañ e 1428, da vare seziz kêr Orléans gant ar Saozon[2].
Diwezhatoc'h e voe implijet ar ger koulerinenn evit kanolioù arem a c'halle bezañ 3 pe 4 metr dezho. O mont en-dro a oa heñvel ouzh hini ar c'houlerinennoù bihanoc'h, met gouest e oant da dennañ boledoù houarn-teuz ur c'hilo pe muioc'h. Solutoc'h e oa ar c'houlerinennoù evit ar pezhioù-kanolierezh all er memes mare, ha produet e voe un niver uheloc'h anezhe en Europa[3].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.9
- ↑ (fr) Couleuvrine du XVème siècle, fichenn savet gant ar Musée du Génie (Angers, Frañs) (pellgarget d'an 31/10/2024)
- ↑ (fr) Les couleuvrines aux armes de François Ier et Charles Quint, fichenn savet Musée des Armées, Pariz (pellgarget d'an 31/10/2024)