.22 Long
.22 Long | |
---|---|
A gleiz da zehou :
.22 Long - .22 Long Rifle - .22 Magnum | |
Doare | |
Kalibr | .22 / 5,56 mm |
Doare douilhez | bourled |
Doare skeiñ | war an dro |
Bro orin | Stadoù-Unanet Amerika |
Muzulioù | |
Ø bannadell | 5,56 mm |
Ø kolier | 5,7 mm |
Ø korf an douilhez | 5,7 mm |
Ø strad | 7,1 mm |
Tevder ar strad | 1,1 mm |
Hirder an douilhez | 15,6 mm |
Hirder ar gartouchenn | 22,6 mm |
Perzhioù all | |
Pouez ar vannadell | 2 g |
Tizh o vont e-maez V0 | 316 m/s |
Energiezh ar vannadell | 91 J |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
An .22 Long zo ur munision armoù-tan hiniennel savet e 1891 e Stadoù-Unanet Amerika. Un adstumm hiroc'h e zouilhez eo eus an .22 Short ijinet er bloavezhioù 1850 gant Smith & Wesson evit o revolver kentañ. Produet e vez c'hoazh hiziv an deiz gant poultr modern hep moged, ha n'eo ket poultr du evel ma oa en XIXvet kantved.
.22 Long ha .22 Long Rifle
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gartouchenn .22 Long Rifle zo deveret eus an .22 Long : muzulioù o douilhezioù zo heñvel, met hiroc'h ha ponneroc'h eo boled an .22 Long Rifle (40 greunenn, war-dro 2,6 gram) evit hini an .22 Long (29 greunenn, war-dro 2 gram).[1] An div gartouchenn a c'hall bezañ kambret en armoù modern .22 LR, met ne vo ket a-walc'h galloud unan .22 Long evit lakaat gwikefre un arm damaotomatek da vont en-dro peurliesañ.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) HAWKS Chuck, The .22 Short, .22 Long and .22 Long Rifle (lennet d'an 18/05/24)