Mont d’an endalc’had

.22 Short

Eus Wikipedia
Skeudenn ar pennad .22 ShortKartouchennoù .22 Short (a-gleiz) ha .22 Long Rifle (a-zehou)
Doare
Kalibr .22 / 5,56 mm
Doare douilhez bourled
Doare skeiñ war an dro
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Ijiner Smith & Wesson
Muzulioù
Ø bannadell 5,56 mm
Ø kolier 5,7 mm
Ø korf an douilhez 5,7 mm
Ø strad 7,1 mm
Tevder ar strad 1,1 mm
Hirder an douilhez 10,7 mm
Hirder ar gartouchenn 17,7 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 1,8 - 1,9 g
Tizh o vont e-maez V0 250 - 355 m/s
Energiezh ar vannadell 60 - 111 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

An .22 Short, anvet a-wechoù .22 kurz, .22 Corto pe .22 Court hervez ar broioù, zo ur munision armoù-tan hiniennel skoet war e dro, ijinet er bloavezhioù 1850 gant Horace Smith ha Daniel Wesson.

E 1845 e krouas an armeurer gall Louis-Nicolas Flobert ur gartouchenn verr hep poultr anvet 6 mm Flobert. Kaset e veze he bannadell gant nerzh tarzhadenn an emors nemetken. E 1851 e kinnigas Flobert e ijinadenn en un diskouezadeg e Londrez, e-lec'h ma voe merzhet gant ar Stadunaniz Horace Smith ha Daniel Wesson. Ar bistolenn Smith & Wesson kentañ produet e 1857 gant an daou Amerikan a oa kambret evit ur stumm deveret eus ar 6 mm Flobert, dezhañ un douilhez hiroc'h hag ur boled ponneroc'h (29 greunenn). Anvet e voe .22 Short. Ar gartouchenn vetal kentañ e oa e istor ar Stadoù-Unanet. Tad eo d'ar c'hartouchennoù .22 Long (1871), .22 Extra Long (1880) ha d'an .22 Long Rifle (1887), ar munision gwerzhetañ er bed hiziv an deiz c'hoazh.[1]

  1. (en) HAWKS Chuck, The .22 Short, .22 Long and .22 Long Rifle (lennet d'an 18/05/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan